Ar mor a oa spontus da welet an deiz-se,
An avel ’us dezhañ, an avel gouez, torret
Ganti he chadennoù, a yude, a c’hwezhe
Hag hep arsav outañ a stourme fuloret.

Ar gwagennoù ken bras, ken tev ha menezioù,
Heñvel ouzh loened foll, ’n em zrailhe gant arraj
Ouzh kein garv ar reier du, hag o mouezhioù
Nec’hus en em veske gant mouezhioù an oraj.

An tourioù-tan uhel, dindan o zaolioù kriz,
’Vel pa vijent bet me’v, ’horjelle ! Al listri,
Pennfollet, d’o forzhioù a zirede buan,

Ha me, aonik rak un hevelep euzhusted,
’Serre va daoulagad ! O ! nag eo ’ta bihan !
Nag eo dister an den dirak an divented !

          Gwengolo 1905