an Estrañjourien

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, 06/1913
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Bep hañv, ar C’hallaoued, heñvel ouzh brini gouez,
War hon aodoù dinamm ha war hon lanneier
Ken peoc’hus, koulskoude, a-vandennoù a gouezh,
Dic’hlannañ ’ra o rumm betek en hon tier !

En hon touez e vevont lorc’hus, e trec’hourien,
Kalz plijadur o deus o c’hoarzhin goap ouzhomp,
Met ni, hep ober van ouzh ken vil mac’herien,
Tal uhel ha didrouz, gant hon hent a kerzhomp !

Hon yezh aour benniget na gav na trugarez,
Na truez dirazo, gouenn ar speredoù kre[ñv]
Na kennebeut gizioù enorus hon Arvor.

An traoù hudur hepken a blij d’o falloni,
Nann ! n’ez eus ket a-walc’h eus holl dour hon daou vor
’Vit gwalc’hiñ an hanter eveus o loustoni.