daskor - facebook  daskor - css

Daskor

An Ankoù yud am galv ! Mervel ’ran dibreder,
Sevenet ganin-me un ober talvoudus
A hargaso un deiz, er-maez va Bro seder
Ha gwashañ enebour : ar Spered Gall bourdus !

Ma’z on ar c’hentañ barzh ne vezin ket avat
An hini diwezhañ ! Dre forzh lenn va gwerzhioù
Ar Vretoned ’zeuio d’en em anaout ervat
Ha da gavout o Breizh, he yezh aour, he gizioù.

Ha neuze en o zouez barzhed a ziwano
Dre gant ! Ha war o lerc’h, ouzh son o zelennoù,
Ar bobl a-bezh d’an Trec’h a gerzho gant eurvad !

O Doue ar Gelted ! Eus da Wenved1 lufrus
Da welet-se, ’raok pell, em eus an Esper vat
Ha gant an Esper-se e varvan evurus.

          Genver 1909

1 Gwenved : Bed gwenn, paradoz ar Gelted kozh.