Me ’gav din n’en deus ket ur Vro,
Er Bedig-mañ, ken azeulet
Gant he mibien ha Bro galet
Ar brugoù ruz hag an derv.

N’eus forzh pelec’h war an douar
Emaint divroet, o ene
D’he c’houn a drid gant levenez,
Gant karantez ha... gant glac’har.

Pa en em gavont etrezo,
En o yezh kaer, ken c’hwek dezho
Son he gerioù, eo a gomzont.

Ha leun o c’halon a vevder
Da veuliñ Breizh o mamm seder,
Holl a-gevret, ne baouezont.

          Ebrel 1907