daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Al levrig-mañ zo kinniget
D’an holl Arvoriz a labour
Da ziwall o Breizh venniget
Ouzh kraban ar Gall enebour,

D’an holl Arvoriz a c’hoanta
Ober ganti ur vro nerzhus,
Ur vro goant ’mesk ar re goantañ,
Ur vro dishual, difaezhus,

Kinniget eo, dreist-holl, d’ar re
A zo en o fenn : d’ar Varzhed
Leun a ouiegezh ha pere,

Dindan sell ar bed souezhet,
A stur ken dispar en ur mor
Du a rec’hel bag an Armor.