ar Barzh evurus
Da Vreizh-Izel,
ur breton a Vreizh-Uhel
Bro an dud dir hag al lannoù
Ma’z on pell eus da draoniennoù
Ganet un deiz,
Da yezh aour, koant ’vel na zo ket
Me ma-unan, ’meus he desket
Gant levenez ha karantez.
’Meus he desket ’vit da ganañ,
’Vit da veuliñ hag entanañ
Dre va gwerzioù
Kalon nerzhus da beizanted
Enep ar Gall ! ar Gall daonet
’Neus gantañ ’met fallentezioù.
’Meus he desket, o Breizh-Izel
’Vit e vrizh galleg dilezel
Ha dont hirie
Da’z karout muioc’h a viskoazh
Gant ma gomprenin gwelloc’h c’hoazh
Kaerderioù kuzhet da ene...
O nag evurus ’on bremañ
Pa c’hallan lâret kement-mañ !
Ivez, m’hen tou !
Keit un tamm buhez ’vo ganin
Da yezh a vezo va yezh din,
Bro an dud dir hag al lannoù !