ar Wenanenn hag ar gelienenn

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 14/06/1914
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Savet abred, ur wenanenn
A zistroe d’he c’hest laouen
Gant ur bec’h mel he doa kavet,
Dre ar pradoù, war gant boked.
Ganti ’n em gav ar gelienenn
A lavar dezhi « Penn-sodenn !
Atav emaout o labourat,
Hep na deu dit netra a vat.
Perak poaniañ, evel ma rez,
’Vit ur rouanez didalvez ?
Mar karfes heuilhañ va c’helenn
Ha labourat ’vidout hepken,
Neuze ne ve kollet da boan. »
– A gav dit, kozh trabell vihan,
A lavaras ar wenanenn ;
Ha petra ’dalv, me her goulenn,
Al labour n’eo graet ’vit an holl ?
’Vel da gomzoù ez a da goll. »

E Breizh-Izel, e Breiz hor bro,
Ez eus koar ha mel tro-war-dro,
Koar ha mel eus ar re wellañ
Ne vent kollet, evel bremañ,
Ma karfe, ’n dud, ’vel ar gwenan,
En em vodañ holl a-unan
Da labourat ar brezhoneg.
Breizhiz, gwir vreudeur kalonek,
Mougomp an droug dre ober mat,
En em skignomp holl e pep prad
Da gutuilh bleuñv ar re gaerañ,
D’ober al labour ar gwellañ,
D’ober da Vreizh kant kurunenn,
Ha pa ve fuc’h er c’hozh kelienn !