ar Big hag ar pintig

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 22/01/1911
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Ur big a oa en ur gaoued ;
Ganti oe laket ur pintig.
Hemañ, laouen ha sederik,
A gane bemdez kaer-meurbet ;
E glevet a oa un dudi.
Ar big, avat, o ragachat
A dorre pennoù tud an ti.
Ne baoueze ket da chaogat
Ha da lavaret : « Boued din ! Boued !
Boued da Vargod en he c’haoued ! »
Hag anez kaout da gorfata,
Beg Margod a oa ar frankañ.
Ar pintig kaezh, laouen bepred,
A gan hep goulenn tra ebet,
Hag, o klevet ken brav dudi,
An holl a ra e veuleudi,
O lavaret : « Ur c’haner eo ! »
Gant meuleudioù ne chomer bev ;
Alies, siwazh, ar pintig,
Ne gave tamm na beradig,
E zaou bodig goullo atav.
Un deiz e oe kavet marv,
Marv gant naon en ur ganañ.

    ***

Setu an amzer ’zo bremañ !
Nep piv bennak a oar goulenn,
En un derriñ d’an dud o fenn,
Neb zo kazus, a deu, a ya
Pep eil dre glemm ha dre ouelañ,
En devezo, gwalc’h e galon,
Enor madoù diouzh m’eo mac’hom,
Ha, mard eo gouez livenn e gein,
E pako c’hoazh silzig d’e lein.
Evit ar re a zo tud vat,
Tud kalonek da labourat,
Tud hag a dalv e vent meulet,
Ha mui c’hoazh e vent gopreet,
’Re-se alies paour a vevo,
Ha paour gant an naon a varvo.