Bugale ar pesketaer

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Hon tad zo war ar mor, emañ e beg ar Raz ;
          Breur, ken a* zistroio, pedomp !    [sic] 
E vag a zo bihan, hag ar mor a zo bras ;
          Aotroù, bezit truez ouzhomp !

          Mirit, Aotroù, bag ’r pesketaer
          Diouzh kerreg ha diouzh gwall amzer,
          Mirit o zad da zaou vugel
          ’Rankfe hepdañ siwazh ! mervel.

          – Sell, breurig, un dra bennak wenn,
          E rez ar mor, pell a welan…
          – E rez ar mor, c’hoar, o tremen,
          Ul labous eo anvet gouelan.

          Gouelan, gouelan, pelec’h emañ
          ’R pesketaer, tad Job ha Tina ?

Hon tad zo war ar mor, emañ e beg ar Raz ;
          Breur, ken a zistroio, pedomp !
E vag a zo bihan, hag ar mor a zo bras ;
          Aotroù, bezit truez ouzhomp !

          Marv hor mamm, da gloc’h an noz
          Ez eas a Vreizh d’ar Baradoz…
          Hag abaoe nemet hon tad,
          Den ne sec’has hon daoulagad.

          – Breur, sell ! breur, setu e c’houel !
          M’he gwel o tont, dreist ar garreg…
          – Dreist ar garreg gant an avel,
          C’hoar, ur goabrenn zo o redek.

          Koabrenn, koabrenn, pelec’h emañ
          ’R pesketaer, tad Job ha Tina ?

Hon tad zo war ar mor, emañ e beg ar Raz ;
          Breur, ken a zistroio, pedomp !
E vag a zo bihan, hag ar mor a zo bras ;
          Aotroù, bezit truez ouzhomp !

          Ni hor beus evit holl vadoù
          Bagig hon tad, e rouedoù,
          Hag un ti soul war an tevenn…
          Digor an nor, an oaled yen !

          – Breur, sell c’hoazh, rak m’em eus gwelet
          Un dra bennak deut war an traezh…
          – Ned eo netra : ur roeñv torret,
          Roeñv ’r pesketaer, va c’hoarig kaezh !

          Roeñvig torret, pelec’h emañ
          ’R pesketaer, tad Job ha Tina ?…

Hon tad zo war ar mor, emañ e beg ar Raz ;
          Breur, ken a zistroio, pedomp !
E vag a zo bihan, hag ar mor a zo bras ;
          Aotroù, bezit truez ouzhomp !

                                        G. Milin