ur Fentadenn

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Rennes, Manuscript 0990 from the Bibliothèque municipale of Rennes « Les Champs Libres »
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Pages 169-170 - Kroaz ar Vretoned, 30/12/1900
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Gwechall-gozh ’veve, n’on ket p’lec’h,
(Seurt ankoua a zo direbech)
Ur sant ken kuñv, ken hegarat,
Ken karantezus ha ken mat,
Ma ziskampe an aeligoù
’Vel dre laerezh deus an neñvoù
’Vit ar blijadur da spial
Un den ouzh Doue ken hañval*.    [heñvel] 

Arru koulz deiz kentañ ar bloaz,
Da reiñ d’o mignon kouignaoua,
An aeledigoù ’n em glevjont.
Deut an noz, didrouz ’n em siljont
Er baradoz, ’n ur c’horn distro
’Lec’h ’guzh Doue e deñzorioù.
E-leizh o divrec’h e lekjont
Grasoù skrapet amañ, du-hont,
Ha da ziskenn, laouen ha drant
Da zegas o c’hinnig d’ar Sant.

Evel ma c’houzoc’h holl, hep mar,
’Tre an neñvoù hag an douar
A zo ur flipad mat a hent ;
Met hastañ a rejont kement,
Ma oant ’raok hanternoz sonet
’Ti ar manac’h ’n e loj kousket.
Dispakañ an teñzorioù-se,
Hag o ledañ war e wele,
A voe ’vit seurt speredoù herr
Un dra na badas pell amzer.

Nebeud goude, o tihunañ,
Ar manac’h dirak kement-mañ
A vanas e c’henoù batet
Hag e zaoulagad dislontret.
« Setu, ’me ar c’hoshañ an’e,
An deroù mat ’gasomp hirie
A-berzh Doue d’e servijer
Ken kuñv, ken mat ha ken seder. »
Hag int ’n ur c’hoarzhin, ’n ur farsal,
’Trezek an neñv o tarnijal.

Met ar pezh ’zo ar fentusañ
A zo manet da ziwezhañ :
Unan deus an aeledigoù
(Ur c’haer a c’hoarier troioù)
O tremen dre doull dor an neñv
Ouzh un dra du a daolas pled.
An dra-se a oa skeud Sant-Per,
Ar memes skeud-se, war ’lârer,
A raes kement a vurzhudoù
E Bro-Jude ha tro-war-dro.
’Raok tremen dor an neñv ar Sant
Hel laoskas ’maez gant nec’hamant.
E palez an eürusted
Traoù ken teñval n’oufent monet.
Ac’hanta ! ar skeud-se ’pegjont
Ouzh kein ar manac’h ’raok distront*.    [distreiñ] 

Mar oa batet betek neuze,
Oa muioc’h pa glaskas bale :
Dre ma bourmene gant e skeud,
Ar gwez ’oa kamm a deue reut ;
Ar gwenodennoù a c’hlaze ;
An evnedigoù a gane ;
An holl girzhier a vleunie ;
An avelioù-yud a dave ;
Ar feiz, ar spi, ar garantez,
War e roudoù a ziwane.

Hevelep tra a zo, me ’gred,
Arru gant Kroaz ar Vretoned* ;    [ur gelaouenn] 
N’oun ket pe skeud zo stag outi,
Met holl e c’hellomp hen touiñ :
E kement lec’h, ’dal ma tegouezh,
’Karer muioc’h ’n Aotroù Doue ;
Nerzh ha difenn ’lak er galon
Da stourm evit ar Feiz wirion,
Hag hen tommañ a ra er vro
Ouzh yezh benniget hon Zadoù !!!