Kef Nedeleg

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 04/02/1900
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

     Yudal ’ra an avel gwalorn*,    [gwalarn] 
     War an douar ur gwiskad skorn,
     Dent geñver ’hed an toennoù :
     Be’añ er-maez n’eo ket faro !

Renket ’bep tu, en-dro d’ar fornigell,
     Gant pep hini chistr ’n e skudell,
O c’hortoz mont da ofer’n hanternoz
     Gant e dri baotr ’mañ Perig kozh.

’N he c’hoazez ’penn ar bank tosell,
     N’ur gribal, Tintin Izabel,
Daoust ma ra trouz an dommerien,
     Goustadik a lâr he fedenn :

     « Deu’t, ma Jezuz,
     Be’t truezus,
     Ha groet* ho tron    [grit] 
     En hon c’halon. »

En ur hejal e bouezioù mein,
     An horolaj zo kroget da skeiñ,
’Lost an ti, dek taol stank ha berr,
     ’Vel pa ve pres gant an amzer.

« Arsa ! eme an tad, soñjomp, ma bugale,
     ’C’ha Jezuz da c’henel feteiz !
Lez’t ho krib, Izabel, kasit dour benniget,
     Ha lekit ar c’hef en oaled ! »

     Dindan ar c’hrusifi,
     O femp, war leun an ti,
     D’an daoulin e kouezhjont,
     Ha kalonek ’pedjont !

Tud vat, be’t seder ha laouen :
     Doue ’neus klevet ho pedenn ;
C’hoarzhin ’us deoc’h ’rey an aelez
     Pa gasfont ar peoc’h deus an neñv !

Met gant pebezh truez er goabrenn ’pellafont
     Deus an den fall ha divergont,
’Ra fae war ar bedenn hag e fell siwazh d’añ
     Tremen hep Doue er bed-mañ !

     ***

     ’Oa ket achu o sin-a-groaz,
     An nor gant trouz a wigouras :
     Un den en ti a zo degou’et...
     Mouget ar gouloù en oaled !

     « Piv bennak ’vec’h, pa’z oc’h deut tre,
     Tostît ha kouezhit ’n ho koazez :
     ’Ti Per ar Moal ’ve ’pad ar goan
     Skabell ha chistr e-tan an tan. »

Met Tintin Izabel a laosk ur griadenn :
     Ana’t a ra Yann ar Gleizenn,
A zo pell amzer paotr-karr, gante, gwechall,
     Taolet er-maez, aet da Vro-C’hall.

          « O ma Doue,
          Pebezh degouezh !
          Mar n’omp harpet,
          Ez omp kollet ! »

     O welet ar c’hef benniget,
     Yann zo deut e zremm drouklivet ;
     Chistr ha skabell en deus taolet,
     Ha da vallozhiñ ’n em laket.

     Ken ’neus ranket ar vugale
     Kregiñ e-barzh an den difeiz ;
     Betek an nor ’deus hen sklejet*,    [stlejet] 
     Dreist an treuzioù er porzh sklapet* !    [stlapet] 

     Avel gwalorn* bepred a yud,    [gwalarn] 
     Ma vlej er c’hraou al loened mut ;
     A-stribilh, ’hed an toennoù,
     An dent geñver a hej atav !

     ***

Tintin, ar vugale, o harpañ o zad kozh
     A zo aet d’ofer’n hanternoz,
Daoust d’an amzer c’harv, d’an hentoù ’zo teñval,
     Ha daoust d’an avel o yudal.

     Ha bremañ etrezek ar gêr
     ’Maint o tistreiñ gae ha seder ;
     ’Vel kristenien vat, leun a feiz,
     Graet o dever ’keñver Doue !

          Deut eo Jezuz,
          Ha truezus,
          ’Neus graet e dron
          En o c’halon

     Met al liorzh ken da dreuziñ,
     Ha hepdale setu an ti ;
     Pa welont e-barzh an touflez
     (Pebezh darvoud, o ma Doue !!!)

     Yann ar Gleizenn en ur poull-korn,
     Reut ’vel ur vazh e-kreiz ar skorn !!!

     ..........

     Goude kement a vallozhioù
     Kristenien, spontusañ marv !