Adeured ha jolori
- Adela
- ur Bannac’h c’hoazh
- ar Botaouer-koad
- Dalc’h, kroaz vihan !
- un Distro poanius
- E-tal ar wazh
- un Eured
- ar Falc’herien
- Falz kredennoù
- ur Fentadenn
- un Huñvre
- Ma c’hoarig Virg
- O pesketa
- ar Portezer
- War marv an Aotroù Lec’hvien
- Adeured ha jolori
- Fañch ar Beulbezh
- Kef Nedeleg
- Son ar butuner
- ar Person kozh
Un neventi seurt a welfet
Nebeut a wech ’pad ur c’hantved
’Zo o c’hoarvezout er barrouz.
’Vit an deirvet gwech, Yann ar Rouz
A zo krog da adeurediñ
Daoust m’eo tortet gant ar gozhni.
Koulz e wreg kentañ, oa bepred
A-galafourch war ar bided.
An eil ’vit an dra disterañ,
A larde e gostoù dezhañ ;
War e gein ’kare pigosat,
Evit klask hen eeunañ, m’arvat.
’N hini nevez zo intañvez,
Ha, tregont vl’a zo, majorez.
Kanikennat ’ra, war ’lârer,
Ha bepred ’vo a-dost d’ar gêr ;
Pa ne jorgello ket en ti,
’Vo ’n he c’hoazez ’n ostaleri...
– Met petra ’fell de’c’h ? Goût a ret* [rit]
N’en deus den parfet dre ar bed. –
Da bep hini e dammig si,
Neb n’en deus ket daou en deus tri !
Evit kaout ur wreg mat-mat,
En neñv e ranker he c’herc’hat.
***
Ha Yann, hep bezañ ur beulbez,
Zo ganet goude ar c’hrampouez,
Ha re c’hourdet eo e zivhar
’Vit sevel keit ’us d’an douar.
Gant Janed an dra a glasko
Hen kaout a rei, pezh a garo.
– D’ur goap’er ’ranke goût perak
’Lake ’darre e c’hoûg er stag,
E lavaras, deiz an eured :
« Ma faotr kaezh, me ’moa ankoueet
Pegement a bebr, a holen
A zo ret lakât er soubenn ;
Ha Janed, ma fried nevez,
Ne ankoueas hag a c’houve. »
***
Da serr-noz, eus ma c’hambr, ’welis
Tud a bep oad, gwisket iskis,
Gant kelorinier*, darbodoù, [kelornier ?]
Berioù faoutet ,kozh ribodoù,
O tilammet hag o vlejal,
Hag o fringal, hag o youc’hal
Dirak ti Yann, en ur strollad...
Lâret ho pije ur sabad
Dañset gant an diaouloù, a-vern,
Dislonket eus goûg an ifern !!
***
Ma ! me a lâr hag a lâro :
Un dra vezhus ez eo d’hon bro !
Seurt gizioù zo gizioù diboell
’Rankfomp kas kuit a Vreizh-Izel.
Na dereont ouzh kristenien,
Hag enep d’e ’mañ al lezenn...
Mar fell d’hon faourkaezh Yann ’darre
Lakât e dreid ’barzh an ere ;
Mar plij dezhañ ’c’h adtremeno
Lost al leue dre e c’henoù,
Petra ’peus da welet war se ?
Lezit ho tarbodoù du-se,
Hetit hir vuhez da Janed
Hag it d’ho kwele da gousket !