D’ar Werc’hez Vari

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Na leun ’ve ma c’halon a zudi,
War ma daoulin pa’z an da bediñ
Dirak hoc’h aoter venniget,
          O Mari !
Rak ma fedenn a ve klevet
          Bepred.

Glan ’oc’h dreist ar Sent hag an Aelez ;
En neñv, en douar ’oc’h rouanez :
Aour, diamant, heol ha stered,
          O Gwerc’hez,
Dirazoc’h-hu o deus kollet
          O sked.

Met evit ho kened da vont bras,
Ho madelezh a zo dreisti c’hoazh :
Warnomp e par ho karantez,
          Mamm a c’hras ;
Ouzhomp e sellit gant truez
          Noz-deiz.

Piv biken a c’hellfe niveriñ
Ar grasoù a ziskenn warnomp-ni
Dre ho taouarn trugarezus,
          O Mari,
A-berzh ho mab hollc’halloudus
          Jezuz ?

C’hwi a ro d’an eneoù fidel
Er stad gwellañ nerzh d’en em zerc’hel :
Dre ar skouer kaer eus ho puhez,
          Mamm santel,
C’hwi o doug tostoc’h da Zoue
          Bemdez.

C’hwi a vir ouzh ar paourkaezh pec’her
Da ziskenn pazenn an dizesper :
Pa sav warnoc’h e zaoulagad,
          Mamm dener,
C’hwi ken distro war an hent mat
          Timat.

Pa vemp dre bep seurt poan glac’haret,
Pa wask an enkrez war hor spered,
Deoc’h-hi mar lâromp hon anken,
          Mamm garet,
C’hwi hor c’honfort, hor rent laouen
          A-benn.

Desket ’omp bet gant brasañ soursi
D’ho karout, d’ho pediñ, d’ho meuliñ :
A-vihanik tre d’ar marv,
          O Mari,
Gant fiañs ni ho enoro
          Atô.

Breudeur Jezuz ’omp, ho pugale !
D’añ ha deoc’h ni a c’hlouestr hor buhez :
War-lerc’h e c’houlennomp un dra,
          Mamm Doue,
Ma vimp, en neñv holl o kanañ
          Gant joa !

    24 a viz Here