Pardon Santez Barbon

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Annales de Bretagne, numéro XVIII, 1902, pp. 505 et ss. – Sixième prix de sône, mention très honorable concours de recueils au concours organisé par l'Union Régionaliste Bretonne à Quimperlé en 1902.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

   I

Ne gan ket c’hoazh ar c’hog ha n’eo ket gouloù deiz,
Kloc’h bras Santez Barbañ a vrall war ar menez :
Lâret a ra sklentin d’an dud dibun tostaat,
Pe ’ba ’n ofer’n gentañ n’erruint ket avat.

Hiriv emañ pardon patronez ar Faoued ;
Eus a bell hag a dost e teuer d’he gwelet
En he chapel mein-dailh e reier Marek-Bran,
Ur burzhud a chapel mar zo dre Vreizh unan.

Skoachet e pleg ur roc’h diouzh kostez ar menez
Ha kuzhet en delioù evel neizh un evn-gwez,
Noz-deiz ar stêr Ele a gas boubouilh he dour
Betek-he diouzh ar stank, ’vel ur ganaouenn flour.

En diabarzh ’weler war gwer ha mogerioù
Buhez ar verzherez koulz hag he burzhudoù ;
N’eus ket ul lec’h kaeroc’h na dreist-holl gwell choazet
Da neb a gar pediñ pell eus trubuilh ar bed.

Met d’an devezh gouel-mañ, eus n’ouzon pet parrez,
Ur bobl tud a zered d’enoriñ ar santez ;
Leun eo an div viñs mein, leun eo pont Sant-Mikael,
Leun eo an holl hentoù a vleini d’ar chapel.

Pep eur, ’hed ar mintin, un ofer’n ’ve lâret ;
Ar bobl a gresk dalc’hmat betek an ofer’n-bred,
An engroez a zo stank a-zalek beg al lann,
Ken stank ma verv an dud e-giz un taol gwenan.

– « Hola ! Fablijenn kaezh, Per ar Park, Gwilhemod,
Kospereg, Kemener, Gof, ar Vern ha Mahod,
Dibilh ! eme Stanis ; kemeromp bep a blad ;
Savari a werzho niver a brofoù mat. »

Hag, e-pad e poaniont kloar ha beleien
Da ganañ an ofer’n eus holl nerzh o c’horzenn,
Ar seiz o’ac’h kalonek, a-dreuz ar bobl fidel,
A serr un eost arc’hant en-dro d’al lec’h santel.

Na piv ’vo estonet ?… Soñj ho peus holl, me ’gred,
Pegement an arnev ’hed an hañv ’noa trouzet :
Gant aon eus ar gurun, gant aon eus an tan-gwall
E-leizh o doa pedet ar santez d’o diwall.

  II

Ah ! tud vat Breizh-Izel, dirak Santez Barbañ
Na pedennoù a feiz a skuilhit en deiz-mañ !…
Na piv ’lâro ivez pegement a c’hrasoù
A ray Doue dezhi evit hoc’h ezhommoù ?…

Setu an añjeluz o son d’an taol kreisteiz
Hag ar bardonerien ’n em strew dre ar menez ;
Lod dindan al liñsel az a da glask merenn,
Lod d’ar c’hêrioù tostañ, lod all war ar c’hlazenn.

An heol tomm, dreist al lann, a c’hoarzh ’barzh an oabl glas,
Al levenez a luc’h war zremm bihan ha bras.
E pep korn an dachenn, oh ! na safar joaius !
Evit yaouank ha kozh, oh ! na devezh eurus !

Krediñ ’rafec’h a-bell klevet kroz ar mor leun
Pa ve gant an tourmant dilusket tre d’an deun,
Pe gourdrouz an avel o tremen ur c’hoad don
E-mesk an derv kozh, ar c’histin hag an onn.

A-dost zo un tourni gant fleutoù, trompilhoù
Gwerzhet d’ar vugale gant mistri ar stalioù ;
Ar re-mañ n’ehanont da hopal a-bouez-penn,
Trec’h d’an everien jistr e-tal ar varrikenn.

An holl baotred ampart en em lazh o sachet
Eus ar c’hloc’h lardet dec’h gant mein glas bruzunet ;
Na dalv ket da zoudard, n’eo nemet un den flak
Neb n’eo ket gouest gantañ d’ober daou daol distag.

Un tolp merc’hed fichet, fleurenn ar yaouankiz,
A ra ur balead ’vit diskouez o c’hoantiz,
A-raok mont d’an disheol da gomz kaer ha seven,
Pe da stlapañ spilhoù e toull-tro ar feunte[u]n.

Ar beorien o-unan, gouliet, mac’hagnet,
Ur poulzad a ankoua o foanioù diremed ;
Kanañ ’reont kantikoù pe gwerzennoù santel,
Ha gwennegoù a gouezh a bep tu ’n o skudell.

N’eus ’met tud diramailh*, marfad a Gêr-Wazi,  [ = tud mav] 
Arouezet war o dremm muzul o sotoni,
Ar re-se a vousc’hoarzh, a gav sempl ar feson
Hor beus-ni d’enoriñ e Breizh hor sent patron.

  III

Lezomp de’ d’ober fae war hor sempladurezh
Ha distroomp buan dirak hor patronez :
Tregern ’ra an draonienn gant an taboulinoù
O c’hervel d’an iliz evit ar gousperoù !

Ar bobl en em vod c’hoazh, evel d’an ofer’n-bred,
Er-maez ha diabarzh d’ar chapel benniget
Hag an holl a asped gant fiañs ar santez
Da daol war bep-hini ur sell a drugarez.

War zivskoazh paotred vat, en ur prosesion,
Bremaik ’vo douget skeudenn koant an Itron
E-mesk kroazioù arc’hant, bannieroù alaouret
A ra lufr d’ar gouelioù e parrez ar Faoued.

Ar c’han hag ar muzik an eil goud’ egile
En em respont er stank tro-war-dro d’ar mene[z],
Hag an holl o klevet un iseurt melodi
A heuilh Santez Barbañ gant ar brasañ dudi.

Heuilh a reont ar santez evit kaout he bennozh
A y-ay gante d’ar gêr a-raok ma vo serr-noz,
A gasent d’o c’herent ma vo an tiegezh
Diwallet a zarvoud e-pad holl ar bloavezh.

Echuet ar pardon, ar c’hloc’h a vrall bepred,
Met trist e son bremañ : selaouit-hen ’lâret :
« Chañs vat ha kenavo d’ar gristenien gwirion
A zo bet er menez ’pediñ Santez Barbon (1) ! »

(1) Er Faoued hag er parrezioù tro-war-dro, Santez Barbañ ’vez anvez Santez Barbon.