Meuleudi ar Werc’hez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Karaez, Vro (ar)
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Juillet 1904
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Bep mintin, da c’houloù-deiz,
Bann-heol, petra ’skrivez-te
War ar roz hag al lili
Dindan ar glizh o skediñ ?
– Me a verk ne gaver ket
E-touez an holl draoù krouet
Tra gouest d’ober spermetiñ*    [dilufrañ ?] 
Gened ar Werc’hez Vari.

Pa ve ’n oabl glas ha seder
Dre an deizioù nev’-amzer,
Aezhenn, petra ’lârez-te
D’an del, o tremen er gwez ?
– Lâret ’ran d’e va sikour
Dre o huanadoù flour
Da veuliñ, da ganveuliñ
Anv ar Werc’hez Vari.

Stêrig splann ’vel ur mel’our,
Noz-deiz, hiboudus da zour,
Petra ’lârez o redek
’Mesk ar c’horz hag an haleg ?
– Me ’lâr n’eus bet em gwerenn
Skeud bokidi glas pe gwenn
Kaer a-walc’h ’vit skeudenniñ
Glanded ar Werc’hez Vari.

Eostig kuzh, e-pad an noz
Pa ve an holl o repoz,
Petra ’ganez ken lirzhin
Kludet war da vod ivin ?
– Me a gan a-greiz-kalon
Hag a lavar dre ma son
Kement ’c’houzan d’enoriñ
Douster ar Werc’hez Vari.

Stered koant, lemm ho lagad,
Strewet dre ’n neñv – a-vagad –
En ho korolloù ken gae,
Petra ’lârit-hu ivez ?
– O korolliñ hep dihan
E donderioù an oabl splann,
Ni a salud gant dudi
Galloud ar Werc’hez Vari.

O kuitaat ar vuhez-mañ,
Pa gimiadi ouzh pep tra,
Ma ene, en da dremen,
Pehini ’vo da bedenn ?
– Ma fedenn a vo neuze
Un hirvoud a garantez,
A-raok monet disoursi
Da gaout ar Werc’hez Vari !

        Sant Inan, Klegereg