Lilienn

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Annales de Bretagne, numéro XVIII, 1902, pp. 505 et ss. – Sixième prix de sône, mention très honorable concours de recueils au concours organisé par l'Union Régionaliste Bretonne à Quimperlé en 1902.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

  ton : evnig a gan…

– Lilienn koant, lavar din-me :
Perak da-unan d’ar c’hreisteiz,
Pa verv an heol ’us d’ar parkoù
Ken a stou penn ar bokedoù ?

Perak, lavar din, lilienn,
E weler da gurunenn wenn
O sevel eeun e-barzh an aer,
Daoust d’an arnev ha d’an dommder ?

– Ab’oe ar mintin em c’halis
E kousk, setu, ul lommig glizh,
Lommig leun a freskadurezh
Ha va c’hreñva ’enep d’ar c’hwrez.

[–] Plac’h yaouank, koantañ lilienn,
Mard eo da dal glan ha laouen,
Soñj mat : kement-se zo dleet
Da’z kalon pur, da’z tinammded !