Kredik ha diskredik

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Ar Vro, mars 1906, p. 8
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa oan-me gwechall krouadurig,
Traoù-Doue ! na me oa kredik !
Krediñ a raen d’ar c’hontennoù,
D’ar mitarded, d’ar bleiz-garv,
D’al lutuned ’rede d’an noz
Etre Pontouar ha Poulfoz,
D’ar ramogner o klask an tu
Da’m fakañ kloz en e sac’h du.

Graet ma studi, da driwec’h vloaz,
E oan, ’meus aon, kredikoc’h c’hoazh ;
Me ’grede start da lealded
Ar c’honsorted, ar vignoned ;
Krediñ a raen da gaozioù flour
Ha da vousc’hoarzh an dud treitour,
Da holl dailhoù ar merc’hed brav,
D’o c’harantez a bad atav.

Kredik e oan, met me n’on mui,
An amzer zo deut da’m deskiñ ;
Kavet am eus, kavet gant koun*, [keun] 
Bilim an aer e-mesk ar bleuñv,
Broudoù an drein ’tro d’ar rozenn,
Preñved ’barzh ’n avaloù melen ;
Bokidi nev-flamm zigoret
Gant un taolig avel gweñvet.

Diskredik ’on !… N’eo ket souezh
Dre gement a welis em buhez :
Ar gleub o ren an dud gouiziek,
Ar c’hanfard trec’h d’ar c’halonek,
Ar gaouiader d’an den gwirion
Hag al laer d’an dud a-feson.
’Vel ma’z omp Doue hor gwel holl,
Eñ a ro deomp koll pe digoll.