Del melen

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Setu e kouezh an del melen
War bep hent, war bep gwenodenn !
Ma ene holl melkoniet
A soñj en amzer dremenet,
En nev’-amzer eus he buhez
A oa ken sioul ha ken gae :
Hi ’wele neuze diragi,
Er pellder glas o lugerniñ,
Plijadur, brud, kaloniezh,
Lorc’h, diduell ha braventez,
Danvez, enor ha joaiusted,
’Vel ur we’ennad frouezh alaouret :
Huñvreoù kaer ha seblantoù
Diskaret holl war an hentoù !
Warne ’kerzhan, teñval ma fenn,
Kenkoulz ha war an del melen.

Setu e kouezh an del melen
War bep hent,war bep gwenodenn !
Me ’soñj en avel didruez
En deus c’hwezhet war ma buhez :
Siwazh din ! skubet eo gantañ
Al lod gwellañ, al lod brasañ
A gement ’lakae ma c’halon
Pa da dridañ pe da zasson.
Piv ’nivero ar vignoned,
Ar c’herent am eus-me kollet,
Ar reuzioù, poanioù, trubuilhoù
O deus graet din skuilhañ daeroù ?
Aesoc’h ’ve lâret pet delienn
A zo strewet war ’r wenodenn.

Setu e kouezh an del melen
War bep hent, war bep gwenodenn !
Mont a ran betek ar vered
War bezioù ar re ’meus karet :
O c’horfoù paour a zo amañ
O c’hortoz ar varn diwezhañ,
En irvi ’vel-se ’ve an had
Tre ken ma zoug bleuñv ha torc’had.
O eneoù - o soñj ferv ! -
Pelec’h emaint goude ’r marv ?
Gwan ha bresk ’oant eveldomp-ni,
Allaz ! m’o c’hlev o hirvoudiñ
Hag o lâret din gant anken :
« Reit soulaj deomp dre ho pedenn,
Hor sikourit e an’ Doue
ma c’hellimp prim pignat d’an neñv. »

Setu e kouezh an del melen
War bep hent, war bep gwenodenn !
A-raok pell an erc’h hag ar rev
A lako doan war ar maezioù :
An intañvez, an emzivad
A vo hep tan hag hep dilhad ;
Tro-war-dro deomp ar beorien kaezh
A laosko klemm an dienez.
Piv dioute n’en devo truez
Mar en deus ul lomm karantez ?
Piv d’e na rey an aluzenn
Keit e pado an amzer yen ?...

Setu e kouezh an del melen
Gant c’hwezh an avel o tremen !
Ma spered bremañ a darnij
’Us holl an traoù din a zisplij ;
Sevel e ra uhel, uhel
Dreist d’ar menezioù en dremmwel ;
Erruout e ra ’barzh an neñv
Demeurañs an Aotroù Doue,
’Lec’h n’en deus mui na skorn, na goañv,
Na drevell, na glac’har, na kañv,
Met un nev’-amzer peurbadus
Hag un hañv distan ha lintrus ;
’Lec’h en em vagimp ’vit bepred
A zudi hag a eürusted
Hog mignoned hag hor c’herent
Kevret ganeomp e-mesk ar Sent ;
’Lec’h a vimp digollet da vat
Eus pep darvoud, pep huanad,
Hag e vevimp el levenez
Torret ’vidomp pep c’hoantegezh.

En em gonfort, o ma ene,
Rak galvet ’out d’an eurvad-se ;
Bez en-dro seder, dianken,
Na petra ’vern an del melen !...

    14 a viz Du 1902