Pell eus Breizh-Izel

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    D’an aotroù Born, person Gwiskriv
    Ton : Evit bevañ gant levenez

Pell eus a Vreizh, ma bro garet,
Setu me pell amzer dalc’het ;
Bevañ ’ran e-mesk tud estren
Hep joa na darempred gant den :
O ! pet gwech endeo ma selloù
A sav gant hiraezh d’an neñvoù !
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

Tro ’n noz, pa welan, ’n un dremen,
Ur bouilh moged ’us d’ul lojenn,
Me ’lâr : Nag eürus an hini
En deus d’e zegemer un ti,
Un ti ha tommder un oaled
’Vit e gerent, e vignoned !
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

Na dous ’ve dihun da vintin
Deoc’h mouezhioù ar c’hleier sklentin ;
Na dous ’ve selaou, dous-meurbet,
Richanoù drant al laboused !
Met evned ha kleier laouen
A lez va c’halon sec’h ha yen :
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

O ! na hetus a ve gwelet
Ar bokedi ken brav livet,
A stivelloù a red ken sklêr
Kamm-digamm dre ar pradeier !
Ya, mar gomzfent a Vreizh-Izel
E-lec’h am eus bevet bugel !
Met er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

Kaer e kavan ar c’hoadoù-vod,
Ar gwagoù-mor war an tornaod,
Ar menezioù pignet o fenn
Uheloc’h ’vit ar goumoulenn :
O gwel a ra din melkoni,
Ouzh re ma bro ’mije dudi !
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

En-dro din, me ’wel manerioù,
Kêrioù leun-holl a vurzhudoù,
Ilizoù koant, tourioù uhel
Er bevar c’horn eus an dremmwel :
Ha ma soñj zo gant ma broig
’Lec’h n’eus ket traoù ken pinvidik !
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

Dre-mañ, e kêr hag er maezioù,
Me ’wel diduell er gouelioù :
Kozh ha yaouank a ve seder,
A bep anken tre-dibreder ;
Mar dremenan, holl ’vo seven,
Met den e zorn din ne astenn !
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

Piv ’rento din va Breizh-Izel,
Bro ma c’halon, bro ma c’havell,
Bro va mignoned, ma c’herent,
Bro an dud leal, bro ar sent ?
Pell diouti ne ran ’met leñvañ,
Pell diouti n’hellan ket bevañ :
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

Te, koulmig c’hlas, evn tremeniad,
Nij da Lanveg da gas kannad
Ez eo ma buhez re c’hwerv,
Hag e varvan gant droug-ar-vro :
Lâr da’m c’henvroidi karet
War ma roudoù na zeufint ket ;
Gwell eo bevañ, gwell eo mervel
En o farrez a Vreizh-Izel !