ar Bourvig

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Stag ouzh ar groaz war ar c’halvar,
Jezuz, hor Salver, gant glac’har,
’Gleve tud kriz diouzh hen goapaat
’Pad ma skuilhfe ’vite e c’hwad ;
E ene beuzet en anken,
N’en doa konfort en e dremen
Nemet eus e vamm benniget
Hag eus e abostol karet.

Mervel a ra : un noz teñval
En em led war ar bed raktal,
An douar a faout, ar rec’hier
En em frailh gant ar vrasañ herr
E-kreiz trouz spontus an arneñv* :    [pe arneu]
Ar Yuzevien ’red da bep tu,
En o c’halon strafuilh, morc’hed
Ken euzhus ma’z eo o zorfed !

Ur bourvig a ziskoach neuze
Hag a zinij a wesk* ar gwez :     [evit wasked ?]
War ar groaz eo en em bozet
Dreist da benn Jezuz zo pleget ;
Eno e laosk ur pozig kan,
Ha goude gant e vruskig glan
Eñ a dorch ar gwad a ziver
’Tro da c’hurun spern ar Salver.

Dre ar gwad-se, en deus gwelc’het
War hon ene saotr ar pec’hed,
Brusk ar bourvig hag e lignez
A zo chomet ruz ’c’houdevezh :
Laouen eñ a vir ar merk-se
En enor deus e drugarez,
Ha ’vit degas soñj deomp atô
Eo Jezuz hepken hor salvo !