Barzh ha bleunienn

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Kalon ar barzh hag ar vleunienn
Zo heñvel an eil eus eben :
Dre ar rev, dre ar gwall avel
Ar vleunienn ’ve gweñvet kent pell ;
Ankoun* ha yender hepdale    [pe Ankoua]
A lak ar barzh mouzhet ivez,
Kalon ar barzh ha bleuniennig
A zo setu re gizidik !

Mar teu un devezh nev’-amzer
Leun a heol tomm hag a sklêrder,
C’hwi ’welo ar vleunienn timat
Askaout he gened, he c’hwezh-vad.
Pa wel ar barzh en e gichen
Mignoned o c’halon seven
Ha karantek ’vel e hini,
Prim eñ ’dro kein d’ar velkoni,
Ha war e zelenn, hep diwezh,
E skiltr gwerzioù a lavenez.
Heñvel ’int an eil diouzh eben,
Kalon ar barzh hag ar vleunienn.

    21 a viz Here [1904]