ar Barzh (3)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    III

Eno – ra vo didrouz-meurbet,
Ra vo en e frankiz lezet,
Disamm-tre diouzh ar sot gizioù,
Dic’hloaz ouzh flemm ar gwall deodoù !

Ra na zeuy eno d’e welet
’Met un dibabig mignoned,
Dirak pere bepred gwirion
’C’hello seveniñ e galon !

Neuze ar barzh, ha noz ha deiz,
A savo deoc’h gwerzioù nevez ;
Gant karantez eñ a gano
An holl dudioù eus e vro.

Eñ a gano evel Merzhin,
Evel Gwenc’hlan ha Taliesin,
An Tad Nobletz ha Sant Herve,
Brizeug ha Kermarker ivez.

Evel d’e eñ ’rento enor
Da zouar santel an Arvor,
D’e Vreizh karet, ar vro hep par
Er pevar c’horn eus an douar !

Eñ a veulo Breizhig-Izel
Brudet mat e tost hag e pell,
Ken start ’n he feiz hag he stummoù
’Vel he reier war an aodoù.

Eñ a ziskouezo ar Breizhad
Feal da groaz Jezuz dalc’hmat,
Hag o lâret a vouezh uhel :
« Kent dizenor, gwell eo mervel ! »

....

Drant e spered, e dal laouen
Hag e galon tre dianken,
’Vel-se ’tremenfe e zeizioù
O c’hedal eurvad en neñvoù !