ar Barzh (2)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    II

Mignoned ! pell eus ar c’hêrioù,
Pell eus holl lufr ar manerioù,
Pell eus an trouz hag ar safar
Klaskit d’ar barzh ur c’horn douar.

Ya ! Klaskit d’añ ul lec’h e Breizh,
Ul lec’hig klet evel un neizh,
E penn ur run dreist d’un draonienn
Bordet gant brueg ha lann-melen.

Grit d’añ eno, ’n ul liorzh c’hlas,
Un ti na vo bihan na bras,
Un ti faset brav d’ar c’hreisteiz
’Ba ’n disheol eus ur blochad gwez.

Ur blochad pin pe derv kozh,
An avel enne – deiz ha noz –
O tamantiñ pe oc’h ouelañ,
Oc’h yudal pe o c’hrozmolañ !

Bemdez enne an evnigoù
D’an hañv o kanañ o sonioù,
O richanañ sonioù lirzhin
Koulz da serr-noz ’vel da vintin !

Ra vo, en dremmwel, menezioù
Glas-wenn o c’hrec’h er brumennoù,
O zreid disec’h o klask glebor
En eonenn ouzh ur c’hwagenn-vor !

Dreist d’e ’pigno an alc’hweder
Betek ’n em goll e barr an aer,
Kannad o vont da zor an Neñv*    [pe an Ee]
Gant keloù mat ar gouloù-deiz !

A-dreñv, kloc’hig un abati
’Vo damglevet eus tal an ti,
Hag a lâro d’ar barzh bemnoz
Dougen e soñj d’ar baradoz !