ar Barzh (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I

N’eo ket er skol a ve desket
Kanañ yezh dilenn ar barzhed :
Den na c’hell deskiñ ar yezh-se...
Da neb a gar hen ro Doue !

Ar stêr d’an traoñ a oar redek
Hag ar gwenan kaout ar mel c’hwek,
Koulz hag an evn sevel en aer
Hep bezañ desket hen ober.

Ar barzh, setu, a oar kanañ
Evel ar goulm a oar leñvañ,
’Vel an avel a glemm er c’hoad,
’Vel an dour a c’hwilgamm er prad.

Gant ar barzh na fell ket goulenn
Perak e kan trist pe laouen :
Klaskit kentoc’h gant an eostig.
Penaos e kan war e vodig !...

Ar barzh a ra barzhonegoù
’Vel ma vleuni ar bokedoù,
’Vel ma luc’h ar steredenn c’hlan,
’Vel ma hiboud ar wazhig splann.

War e vanniel a zo skrivet :
Ar gwir, ar mad, ar c’haer – bepred !
An teir geotenn aour na gaver
’Met dre furnezh hag hir amzer.

Ene ar barzh, heklev gwirion
A gement e klev o tasson,
Pa gomz d’an dud en deus kerden
Skiltrus evel re an delenn.

Ma c’hwezh avel ar gwalleurioù
’Vo klevet gantañ hirvoudoù ;
Ma c’hoarzh d’ar bed an eürusted,
Eñ a gano gant joaiusted.

Bremañ, siwazh ! siwazh deomp-ni !
Ar barzh a gan gant melkoni :
Pegiz ’kanfe gant levenez
Pa neuñv an douar en enkrez ?...

Perak kanañ ?... Da zen na fell
Gant ar barzhed selaou kentel :
E-kreiz arneñv piv a glevfe
Son an eostig ken kaer a ve ?...

Met Doue ’ro da bep hini
Ar pezh a blij d’añ d’e veuliñ :
Enor d’an hini na lez ket
Dizimplij ar pezh en deus bet !