Loeizaig Derf

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 31/03/1912
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Loeizaig Derf, pa hi ’varvas (bis),
N’he doa nemet c’hwezek vloaz c’hoazh (bis) :

’Wechoù rozenn gouez ’ve abred
Gant avel ha glav diskaret.

O tont er-maez eus he lojenn,
Da heul he lovr n’oa nemet den :

Paour oa Loeiza, paour n’en de ken
Nemet enorioù ar beorien.

’N he raok ur groaz, ur c’hloc’h bihan,
Dreist dezhi ul liñser lian* ;    [lien]

Ha tost ur beleg a gane,
Ur c’holist d’añ a ziskane.

Dre hentoù don, hentoù ledan,
War ar reier, war vrug al lann,

A-dreuz traonienn, a-dreuz menez,
Korf ar plac’hig a dremene.

Tre ma yae Loeiza d’ar vered,
Kloc’h Sant Wenael a oe klevet.

’Lâret eviti kenavo
Da dud ar c’harter tro-war-dro.

Glizh ar mintin, skourr eus ar gwez,
Dindan an heol, a lugerne,

Hag a gouezhe stank ’vel daeroù
War an arched eus ar brankoù.

Bleunioù miz mae, bleuñv gwenn ha ruz,
A gouezhe ivez diouzh pep tu,

Hag a fiche ar paourkaezh lovr
Kaeroc’h eget perlez hag aour.

Pa dave ar beleg e gan,
Hag ar c’holist e ziskan ;

’Kichen o neizh, an evnigoù
A lâre o bravañ sonioù.

Loeizaig Derf, setu pegiz
E oes douget tre d’an iliz ;

Kousk bremañ e deun ar vered ;
Da ene zo gant an Aeled.