Fri Du

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 16/11/1913
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Fri-Du, ki gward e Lezvurig,
Oa deut lureüs un tammig,
Skañv evel ur bizourc’h gwechall,
Ne glaske ’met redek, fringal ;
Dre ar gozhni e zivesker
Deut, allaz ! baotek ha pounner,
Ne gare mui na chaseal,
Na diwall deñved pe chatal ;
Gwell oa gantañ tostik d’an tan
Diwall Margeid da aozañ koan.
Jozon, e vestr, ’soñjas neuze
E oa lezourek betek re :
« Ret ’vo, eme’añ, hag emberr,
Eus al loen-mañ ’n em zizober. »

Ur mintinvezh, ’tro gouloù-deiz,
Kentizh savet eus e wele,
Jozon a c’halv Fri-Du goustad
Da zont d’e heul da zeun ar c’hoad.
Eno, p’emañ ar c’hi war stenn,
’Mesk ar brugoù hag ar raden,
O vont, o tont, o furikat,
’Vit difourkañ klujar pe gad,
P’emañ ’kas-degas ha dichal,
Un tenn fuzuilh ’zeu da strakal,
Un tenn dassonus, dic’hortoz,
A lak ar stang, ar c’hoad da groz.
Fri-Du gantañ zo gwall dizhet
Ha war an douar diskaret ;
Ruziet eo, siwazh ! ar c’hlazenn
Gant gwad Fri-Du prest da dremen.

P’en deus graet e daol ken dichek,
Jozon, kerkent, a zo mezhek :
War e galon ez eus ur pouez,
Klevet a ra evel ur vouezh
A damall d’añ gant c’hwervoni
E grizder hag e falloni.
Ken mezhek eo ha ken mantret
Ma kred en deus graet un torfed.
Ha ma pella, e benn izel,
Hep reiñ d’e baourkaezh ki ur sell.

’Benn ur poulzad da Lezvurig
Setu distro Jozon plarik,
War e zremm skeud ar velkoni,
Rak n’hell disoñjal diouzh e gi.
E toull ar porzh pa zegouezhas,
Piv, gant souezh, piv a welas ?...
– Dirazañ oa (hep mar ebet)
Fri-Du e-unan gourvezet,
O lipat e wad a ziver,
Ha deut a-stlej-kaer tre d’ar gêr ;
E zaoulagad gant karantez,
Fri-Du truek hag a save
Da c’houl’ grad vat e vestr garv
’Noa tuchant klasket e varv.

Dirak kement a fealded
Hag ur vignoniaj ken parfed,
Kalon Jozon a zo deut blot
Ha daeroù ’ruilh war e zivjod.
Kement a ra ma vo diouzhtu
Ul louzaouer war-dro Fri-Du :
Dre walc’h a soign, e-lec’h mervel,
Al loen kaezh en em gavas gwell,
Hag a reas c’hoazh gant preder
Sioulik e vicher a c’heder.

***

Koulz hag an dud, ar chas ivez
A gav lies fin o buhez,
Nann dre gleñved, na dre gozhni,
Met dre zarvoud, darvoudoù kriz.
Jozon, un deiz, ’hed ar Blawed,
Stummet da higennañ dluzed,
A welas e dog o kouezhel
En dour gant ur c’houad* avel.    [c’hwezhad ?] 
Ar stêr zo don, ar stêr zo yen,
Met Fri-Du enni a ziskenn ;
Neuñval a ra war-lerc’h an tog...
Bremaik ennañ e vo krog,
Pa’z eo bountet war ur choser*    [?] 
E-lec’h ma sailh an dour gant herr ;
E-mesk ar reier hen eilpenn
E poull-tro spoumus ur vervenn.
N’hell mui sevel, n’hell mui neuñval,
Gloazet ma’z eo ha dianal,
Hag e gorf en dour taol-distaol,
Kent pell a zo dinerzhet holl :
Koll ’ra e vuhez er Blawed
Dindan sell e vestr glac’haret.

Fri-Du, skouer vat ar chas feal,
A ra din a-wechoù soñjal
Ez eo ar c’hi, ’barzh ar bed-mañ
Marteze hon mignon gwellañ.
Meur a vignon, pa’z omp eürus,
A ziskouez fas karantezus ;
Mar deu deomp dienez, gwalleur,
E troont kein a-barzh nemeur.
Ar c’hi, avat, hon c’har bepred,
Ha pell diouzhimp ne dec’ho ket,
Pa ni ’vo paour pe pinvidik,
Pe vimp laouen pe reuzeudik.
Ya, chom a ray en hon c’hichen,
Dik d’hon diwall, dik d’hon difenn,
’Vit un tamm kreun en e skudell,
Da viken ken ’vo deomp fidel,
Prest d’hon sikour, noz-deiz, atav,
Betek an eur eus e varv.