War an daoulin (42) : Tri neved, teir bedenn (4)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
              III
 
       ENEZ AN AELED : Chapel ar Veneadadez.
 
Du-hont e weled an Aotroù Doue, pleget E zremm ken kaer war ezeved1 an douar-mañ, o selaou ar c’hlemm a bign a sol an islonk, klemm divent mab-den en argoll.
 
Amañ Her gweler en E glod…
 
Du-hont e oueled : amañ e kaner ; du-hont e oa da bedenn ur goulenn : amañ ez azeuli hag e veuli.
 
Ni holl hag a vev er Feiz, azeulomp Doue ; ni holl hag a biaou ar Wirionez, meulomp Eñ…
 
Uvel eo an iliz vihan ; oad ebet n’en deus ar gwerennoù, hag ar piladoù koar a zo goloet a gleur.
 
Ar c’hoantoù denel ivez ’n em c’holo bremañ ; o-unan mennozhioù ar c’hig a dav ; an holl draoù douarel, en tachad-mañ, a zo ur vrumenn warnezhe.
 
Braouac’hus eo an tachad-mañ, rak Ti Doue eo, ha Dor ar Baradoz. – Ha glan er-walc’h eo da galon evit chom e Ti Doue ?…
 
Amañ ne beder ket, ne reer nemet selaou, selaou da virviken.
 
Mouezhioù, ma Doue, mouezhioù kevrinus ar gwerc’hezed o kanañ d’ar Pried…
 
Ar c’han a sav, a sav, ’n em zistag diouzh an douar, hag an ene a ya d’e heul, her gwintiñ a ra bremañ, e-touez ar steregi2 Aeled, e-harz da Gador-Veur an Dilavaradoe…
 
Marse ez eus du-hont, – pell, ken pell, o ! ken pell ! – broioù ha ne ve ket holl ar c’homzoù, enne, komzoù a veuladur ;
 
Kêrioù a vallozher enne Madelezh Doue, marse, hag e red[a], dre o ruioù, naer gleurek ar pec’hed marvel ;
 
Marse ez eus du-hont tier truek ne anaver a-barzh ’met Dremm beunek an Droug, ha krinder an Dic’hoanagoù ;
 
Marse ez eus daeloù, kleñvedoù ha brezelioù ruz ; gloazidi ankoueet war an dachenn hag a leñv o c’halviñ o mamm ;
 
Marse, marse… Amañ ne glevomp ket, n’ouzomp ket, freuzet hor c’halonoù dindan selloù Mab-Doue.
 
Amañ ’mañ Dor ar Baradoz, ha ni zo an eneoù nevez-zo deut eus an douar, o c’hortoz ma plijo gant Doue o degemer…
 
Baradoz, Baradoz ! Kreniñ a ra kalon gourel ma gouenn, pa spurmant[a] da levenezioù.
 
Savet hon eus warnout ur ganenn er yezh keltiek, ar vravañ a ganennoù an douar,
 
Hag ha p’en da dezhe pe he c’hlevet, pe he c’hanañ ar Vreizhiz a daol[a] daeroù, daeroù santel.
 
Baradoz, lec’h ma vimp ’hed ar beurbadelezh dirak Dremm hor Jezuz, dindan daoulagad hor Jezuz, war Galon hor Jezuz, e karantez hor Jezuz, ar Vreizhiz paour a ouel ha p’en da dezhe soñjal ennout.
 
« O klodusat ar rouantelezh a ziverr[a] enni an holl sent gant ar C’hrist ! Gwisket e gwenn, an Oan a heuliont,
 
Ne vern e-men3 ez a, ne vern e-men ez a ! »
 
 
Krist azeulet, ra ve’it benniget Ho pout roet din genel en ur c’houenn vadezet, ar c’houenn felan4 diouzh Ho kourc’hemennoù.
 
Ra ve’it benniget Ho pout ma c’hroueet Kelt.
 
Ha ra ve’it benniget Ho pout hadet, e meurvorioù gouez ar vuhez, evit diluz mab-den, inizi ’vel an enez-mañ.
 
’Lec’h ma c’hellomp, heñvel diouzh an durzhunell a guzh he laboused en neizh, lakaat da ziskuizh hor soñjoù paour,
 
Krist azeulet…
 
       Pariz, miz du 1914
 
 
— NOTES —
1pe estrenvan
2pe steredeg
3KLT pelec’h
4KLT feal

Livre

War an daoulin (42) : Tri neved, teir bedenn (4)
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix