War an daoulin (41) : Tri neved, teir bedenn (3)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
              II
 
       ENEZ AR BROADOÙ : Iliz ar Galon Sakret.
 
Tremenet em eus an enderv-mañ treuzioù Ho tor, ha deut ’on da choukiñ1 ’barzh Ho ti war ar run,
 
Kalon Jezuz !
 
Met ne gomzin ket deoc’h a ma blinder ; n’eo ket ’vidon ez on en hent.
 
Ho ti a zo neved ar broadoù : deut ’on da bediñ ’vit ma fobl.
 
Ma daouarn a savan tremazoc’h, ’vel re Moiz Ho tiouganer, ken na skuizhint ha ken na gouezhint ;
 
Hag etre ma genoù kreniñ a ra ma mouezh.
 
 
Un erv Ho poa digoret e kornog ar bed kozh, un erv war vor ;
 
Hag en erv-se Ho poa hadet Kelted.
 
Aze oa ar greun ar gwellañ, ha C’hwi a gemere bep bloaz un dornad anezhañ d’her strewiñ dre ar bed…
 
Darn a gouezhe ’mesk ar c’herreg, hag e varvent ;
 
Darn a gouezhe er bodoù-spern, hag o mouge ;
 
Darn arall en douar aret.
 
Bugale ma gouenn oa Ho kreun, hag e kement douar m’o hadec’h e kellide kristenion kreñv…
 
Samm Ho kroaz santel war e skoazh, ar C’helt en deus graet tro an Douar.
 
’Vidoc’h en deus treuzet pep mor ; ha pep ravent en deus douaret ennañ ;
 
Ha kement a vroioù hor beus savet enne Ho kwezenn salvidigezh
 
Ma n[e] ouzomp mui o anvoù.
 
E-men2 emañ an tonn ha n’en deus pleget da dud ma gouenn ? En enez gouez ha ne gousk ket a-barzh eskern ur C’helt ?
 
Tan an Abostol[er]ezh a enaouont er broioù-holl… ;
 
Met o hini
 
E ankoueont…
 
Ama ?
 
Ha n’eo ket ’vidoc’h Hoc’h-unan o deus ankoueet o bro genedel ?
 
Ha n’eo ket C’hwi Hoc’h-unan Ho peus kemeret o spered hag o c’halon a-bezh ?
 
Buhez ar Sent a gelenn deomp, pa ne c’helle ket Ho kariaded disoc’h gant o samm-micher pemdiek, dre hir ober war-dro Ho klod,
 
E tiskenne un ael Deoc’h da gas da benn o labour douarel.
 
Heñvel, pa lamit gant ma gouenn he bugale wellañ, hini ’medoc’h ne rank[a] ober en o lec’h dre-mañ.
 
Pa c’hounezont d’Ho lezenn an douaroù gouez, C’hwi a zo Deoc’h, evite hag o zud, miriñ o douar.
 
Kinnig-se3 ar re difeiz a lâro ’n ur c’hoapaat : « Nag e-men4 ’ta emañ o Doue ? »
 
Gwell-mat e vo an traoù ganeoc’h, ha pa ne vo mui Breizh ebet !
 
Gwelet em eus ilizioù arselin, klod ar piladoù o ruilhal war an aoter : bourriñ a rae a-barzh ene un den.
 
Arselin ’meus gwelet nevedoù, Osti ebet enne, hag hep gouloù. Na yen e oant ! Ken e reve ar pedennoù, hag e teue anoued da’m c’halon-gour.
 
An Douar zo un neved leun a biladoù marv…
 
An tan doueel Ho poa roet da viriñ d’Hoc’h Abostoled, daou vil vloaz zo kent pell,
 
O deus baleet gantañ betek pennoù-ahel hor planedenn.
 
Siwazh ! Er c’hornadoù o doa hen degemeret da gentañ, pe lakaet o deus en e lec’h ur c’houlaouenn arall, pe marv eo.
 
Goût a rit emañ bev atav ganeomp-ni, an Tan roet d’ar pobloù en Hoc’h Aviel ;
 
Goût a rit emañ glan hag a luc’h hep ehan e noz-mik ar bagan[el]ezh kempredel.
 
Miret hon eus Ho Tan ; ’velse, miret hor bro.
 
Breizh diskaret, ur piled bihanoc’h e vo en Hoc’h Iliz katolik ;
 
War aodoù ar Gornog, un tour-tan bihanoc’h ’vit ar pobloù da zont ;
 
Ur sterenn bihanoc’h war an hent da Vetleem ha da Rom.
 
 
Daoust ha dic’halloud e vefe hor pedennoù, ’vit ar wech gentañ a-c’houde eured Ho Lezenn gant an ene kelt ?
 
Daoust ha ret e vo deomp degas koun Deoc’h a niver hag a anvioù Sent hor gouenn-ni, a zo e-harz Ho Kador-Veur, e klod dilavaradoe ar Baradoz ?
 
Sant Donasian ha Sant Rogasian, merzherion, lazhet d’ar Romaned dre gas diouzhoc’h ;
 
Sant Kaorintin, eskob Kemper, ha Sant Padern a Wened ; Sant Tudi a dreuzas ar mor en ul laouer-vaen ;
 
Sant Iltud, ar c’helennour-dreist ; Sant Gweltaz, a garas kement e vro ; Sant Paol, trec’het dezhañ war an aerouant ;
 
Ha Sant Salaün, roue Breizh ; Sant Erwan, breutaour ar Paour, ha kant, ha mil a re arall ?
 
Ha kant ha mil a re all a vevas ’vidoc’h Hoc’h-unan, ha ne soñjas nemet ennoc’h, hag a zilezas holl ’vit Hoc’h heuli.
 
Ar gouennoù arall a ra goap ac’hanomp, gant ne ouzomp ket dastum madoù ar bed.
 
« Ur ouenn is eo, a lavaront-int, ar Gelted-hont trec’het a holl-viskoazh en emgann kalet ’vit ar vuhez. »
 
Gwir eo o c’homz : ne redomp ket war-lerc’h an dañvez, ha paour ’omp.
 
Ra vo benniget hor paouridigezh !
 
Bennozh d’hor paourentez he dout miret e sol kalon ma gouenn an tri dra a gas mab-den da vout denoc’h :
 
An druez ’vit ar re c’hwan, an nerzh-ene ’kreiz ar gwalleur, ar gredenn e reizhted un Doue.
 
Bennozh d’hor paourentez he dout diwallet ma gourdadoù hag o mibion diouzh azeulerezh al Leue aour.
 
Bennozh d’hor paourentez he deus miret ennomp ar Feiz, ar Goanag hag ar Garantez.
 
Bennozh d’hor paourentez he deus roet deomp derc’hel koun a wir anv ar vuhez : ur gortoz, hag a wir anv ar marv : un tremen.
 
Bennozh d’hor paourentez hag a ra d’ar C’helt gwelet, e poulloù-lagad digig an Ankoù, daoulagad doueel, doueel, doueel an Hini lakaet-e-kroaz.
 
Bennozh d’hor paourentez, p’en deo alc’hwezh
 
Ar Baradoz.
 
 
Tostaat a ra, herr warnezhañ, deiz diwezhañ hor c’hig emgolladoe5, deiz ar Varn Vras,
 
Deiz marv ar broadoù…
 
Hor barzhed a gan ar « Vreizh arall », met goût er-walc’h a reont n’en deus
 
Baradoz ebet ’vit ar broadoù. Pa varvo ar bed-mañ, mervel a rint.
 
Mervel a rint neuze, holl ar re ne vo ket bet freuzet a-raok ; holl war un dro ez int da get.
 
Ar re vras, ar re vihan, mervel a rint ; ar re divrud, mervel a rint ; hag ar re valc’h-hont, e oa o anvoù e kanennoù an dud, mervel a rint.
 
Ma Breizh ivez a dremeno. Petra eo klod ur vro denel dirak klod kevrinus ar Sent, dirak klod Doue ?
 
Ha ne vo mui gouenn ebet ’met hini bugale Doue, – hag an arall –, dasprenet da Oan Doue ; ne vo mui bro ebet ’met neñv Doue…
 
Rak-se e c’houlennomp ganeoc’h, war hon daoulin, evit hor bro, un digoll war an douar, un digoll a-raok diwezh an holl-draoù…
 
 
Jezuz ! Jezuz !
 
An Anv-se a youc’he hon tadoù, pa savent ’vit ar C’hroaziadeg ; an Anv-se e youc’hent en argadenn ;
 
An Anv-se hor beus skrivet war donenn an Douar holl, gant gwad hor c’haderion ha ludu hor re varv ;
 
An Anv-se a zigejer bemdez e tier-seul ar Vretoned, gant karantez ; an Anv-se ’n em ziluzia gantañ hor re pariv6.
 
Ha ’vel unan pariv, an Anv-se a lavaran hiriv :
 
Jezuz, Jezuz !
 
 
C’hwi hag Ho peus dasorc’het merc’h Jairus, ha Lazar ;
 
C’hwi hag a zasorc’has mab intañvez Naim ;
 
Deskit din ar gerioù a zihuna ur bobl.
 
Ha mont a rin, kannad a oanag, d’o adlâret war ma Breizhig kousket…
 
 
— NOTES —
1pe azezañ
2KLT pelec’h
3pe Peotramant
4KLT pelec’h
5périssable e galleg
6pe hirvarv

Livre

War an daoulin (41) : Tri neved, teir bedenn (3)
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix