War an daoulin (33) : Talitha, cumi
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
A-c’houde ar beure e kerzhent dre ar glizh
Ha bremañ heol kreisteiz a save plom en aer ;
Redek a rae ar c’hwez war dal an Diouganer
Hag huan1 an hentoù a c’hol’e2 E dreid skuizh.
 
Degouezhet gant al lenn : « Treuzomp », eme ar Mestr.
An Daouzeg a lakaas da c’houel, hag int d’o hent.
Ar glizhenn a gane er fardaj dre ma’z aent,
Ar mor a voke flour da vourzhelloù al lestr…
 
Douaret o deus. Ar vag a zo skoet war an traezh.
Met anavet eo bet a bell : a-boan eo tizh
Ar Mestr sevel ar vinodenn3 du-hont, kentizh
A bep kornad ar bobl a zered gant hiraezh.
 
Ha mil mouezh war un dro a hud mil hozanna
Ken a gren ar c’herreg eus an aodoù gante…
Ouzh pep unan Jezuz a gomz gant karantez ;
Met emberr diraktañ un den a zaoulin[a] :
 
« Mestr, gurun ar gwalleur zo kouezhet war ma zi.
Jairus4 eo ma anv, ha n’em eus ’met ur plac’h,
Ha skoet eo bet hiriv d’ar c’hleñved hag a lazh.
O ! Deu’t, hag astennit Ho torn a-us dezhi,
 
Ha ma merc’h a savo hag a minc’hoarzho5 c’hoazh.
Mestr, ne’m dilezit ket, me Ho ped, en eur-mañ ;
Deu’t a-benn, n’en deo ket gwall-bell ac’hann amañ,
Re ziwezhad e vo mar gortozit warc’hoazh ! »
 
Hag ar bobl a bede hag a youc’he « Ya, ya !
Kae gantañ ! gwell d’e verc’h ! » Ha Jezuz a lâras :
« Sav. Karet ’out gant Doue, rak da feiz a zo bras :
Da verc’h a vo gwellaet dezhi tuchant. Me ’ya. »
 
Eürus ha leun a c’hrad, Jairus da sevel.
En abeg d’ar bare6 kerzhet a raent goustad ;
Newazh, dre hir monet e teraouent tostaat ;
Pa zegouezhas davet Jairus ur mevel :
 
« Deut ’on diaraok deoc’h gant un nevezted garv,
Mestr, ne dalv ket ar boan reiñ stourm d’an Diouganer.
Graet hon eus ar pezh a c’hellemp, met en aner…
Diwezhet eo an traoù… Ho plac’hig a zo marv ! »
 
An tad ne sonas grik, mouget en e anken,
Met war e zremm daeroù a zivere didrouz…
Jezuz neuze : « Ne zoujez ket, o Jairus,
Donet a ray en-dro da vout yac’h – kred hepken. »
 
Hag int en ti. An ouelerezed a hude,
A zifronke, ’n em stoke ouzh ar gabeled7,
A rae safar… – Jezuz a chomas da sellet :
« Ar plac’h-mañ n’eo ket marv, emezañ. Kousket eo.
 
Lârit d’holl ar re-mañ mont er-maez, hag arsav
Gant o youc’hadennoù. » Jairus a sentas.
Neuze Mab Doue ’savas E zorn hag a dostaas
’N ur gemenn : « Talitha, cumi. – Ma merc’hig, sav ! »
 
Hag ar plac’h da sevel ha da gerzhet…
                                                                     Er porzh,
Dindan bok ar c’huzh-heol, ar bleuñv en em serre,
Hag ar bobl daoulinet a gane : « Trugarez,
Klod d’an Hini ’zo mestr ar marv hag an dasorc’h ! »
 
Met Jezuz a bellaas tre an aod, arselin ;
An Daouzeg a gerzhe war roudoù o Aotroù8 ;
An heol da guzh, en oabl, a lede e sae ruz :
Du-hont, ar bobl a oa atav war he daoulin…
***
O Jezuz, o Jezuz ! Poan hon eus, ni ivez,
Ur galonad galet a zo ret deomp gouzañv,
Rak ar verc’h a garomp hag a ouzit he anv
Zo ’vel marv, ha n’hellomp he sevel a-nevez.
 
Ur plac’h dispar e oa, c’hoantaet gant ar rouanez ;
Holl he doa : bravite, glanded ha yaouankiz,
Ha setu-hi dalc’het bremañ d’un droug iskis,
Setu-hi kollet deomp… ha n’hor boa ken danvez !
 
Rak ar verc’h a reomp kañv dezhi a zo hor Bro
Breizh, o deus he lakaet, Mestr, war he gabeled9 :
A-c’houde devezh pell ar frankizioù kollet
Gourvezet eo, dinerzh, ha tamm n’en d-a en-dro.
 
War-dro dezhi ivez e klevomp o trouzal
An ouelerion rakris10 emañ gaou o glac’har…
Met C’hwi, Mestr, an hini zo aze, C’hwi he c’har :
Perak n’astennit ket Ho torn-Doue war he zal ?
 
O Jezuz, o Jezuz ! Ar feiz hon eus, newazh :
Ni ’gred ez oc’h Mab-Doue, ar C’hroueour, ar Salver ;
Ni zo ar re a sav bepred ha pa c’halver
Da gann evit Ho kroaz. Dec’h a zo kred d’arc’hoazh.
 
Ni zo ar re a sailh, hep sellet, en argad,
Ha pa ve lâret deomp, eus Ho perzh, emañ ret ;
Ni zo ar re ez oc’h o roue dreist-holl karet,
Ar re a gerzh, uvel, dindan Ho taoulagad ;
 
Ni zo Ho Preizhiz paour… Deu’t enta, deu’t enta,
Mall bras eo, n’hellomp mui gortoz, deu’t, o Jezuz !
Gant ur gomz, kasit pell an ouelerion trouzus
Ha lârit d’hor bro marv : « Sav… Cumi, talitha ! »
 
Hag hor bro diskaret a zihuno afe,
Adnevezet he nerzh, adkavet he spered ;
Hi a ginnigo Deoc’h he arioù torret,
Hag estlammiñ a ray ar Bed kozh gant he feiz !
 
    1913
 
— NOTES —
1W huéan
2evit c’holoe
3minodenn pe gwenodenn
4distaget Yairous
5pe mousc’hoarzho
6evit mor a dud
7gwele evit ar re varv
8W Eutru
9gwele evit ar re varv
10pe pilpous

Livre

War an daoulin (33) : Talitha, cumi
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix