War an daoulin (38) : Pedenn evit Breizh
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
« Et cœgerunt illum, dicentes : Mane nobiscum, quoniam advesperascit… »
                (Luc, XXIV, 29.)
 
Deut ’omp holl d’Ho pediñ, Jezuz, war hon daoulin,
Da glask en Ho kalon konfort ’vit hon anken1 :
Jezuz, C’hwi hor c’hlev, C’hwi hor gwel,
Ho pet truez diouzh Breizh-Izel !
 
Hor bro a oa eürus dindan Ho taoulagad,
Beviñ a raemp e peoc’h, Ho lezenn a oa mat,
Met hon tadoù en deus pec’het
Ha C’hwi Ho peus hon ankoueet.
 
Er brezel ez omp bet dispennet hep distro,
An estren a zo deut da vout mestr en hor bro,
Frankizioù hor boa gwecharall,
Laeret ’int bet d’an estren fall.
 
Bremañ e huanadomp hag ar glac’har hor moug,
Flastret eo hon divskoazh d’ur yev pounner da zoug,
Hor gwad d’hor mistri hon eus roet
Hag int hol lak dindan an treid.
 
Hon tadoù a oa bras, kabestr ebet n’o doe,
’Vit mestr ne anzavent nemedoc’h, Aotroù Doue ;
Ha ni, ur vagad meveli
En deus hor pleget d’o beli2.
 
Goude hor frankizioù, hor feiz o deus gwasket,
D’an diaz e teuy gante ma n’he diwallit ket,
An aoterioù a ziskaront,
Diouzh Ho komzoù c’hoarzhet a reont.
 
Noz-du ar baganiezh, ur baganiezh mezhus,
A led war ar bed kozh he mantell braouac’hus :
’Vit he ambroug en hent teñval3,
Jezuz, chomit gant Breizh-Izel !
 
O ya ! Chomit ganeomp. Hepdoc’h n’en domp netra,
Hepdoc’h ur bobl a varv ’vel ur c’horf hep bara :
War Ho kalon ma n’o gouarnit4,
Da biv ez ay ar Vretoned ?
 
Salver karantezus, d’an druez douget ’oc’h,
Ho pet soñj eus ar gwad hor beus skuilhet ’vidoc’h :
O Mestr, Ho pet soñj ez omp bet
Soudarded Ho kroaz dre ar bed.
 
Ho pet soñj eus hor mezh, eus hon treboulioù holl :
Truez, ne lezit hor bro da vont da goll ;
Ni Ho ped, hon tal war an douar,
Ouzh hor c’hlemmoù ne ve’it ket bouar5
 
Ha c’hwi tadoù ar vro, c’hwi sent kozh holl-doujet,
P’en domp skuizh el labour, d’hon harpiñ darnijit6.
Roit deomp nerzh e-kreiz hon anken,
Gwarantit Breizh da virviken !
 
    1909
 
— NOTES —
1W ankin
2pe aotrouniezh
3W téoél
4W gouarnet
5evit bouzar
6W darneijet
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix