War an daoulin (03) : Raklavar (gant Joseph Loth)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.

E-mesk kement a Vreizhiz hag en deus skuilhet o gwad evit difenn brud-vat ha klod hor bro, Yann Kalloc’h a zo, hep arvar, unan eus ar re a zo dleet dezhe dreist-holl bout gouelet gant Breizh-Izel. N’ec’h eus ket ’met monet penn-da-benn dre an dastum-mañ eus e werzennoù, lennour ha kembro karet, evit kavout un delvenn wirion anezhañ. Beviñ hag analat a ra e pep unan eus e follennoù ; en em ziskouez a ra enne splann ’vel ma oa : gwir Vreizhad, gwir gristen, kadour kalonek, preder ebet arall gantañ, noz-deiz, ’met mad, klod, hag enraokad Breizh-Izel. Garv ha kalet e oa bet ar Bed evitañ, kuzhet e rae en ur c’horf eus ar re vrasañ (c’hwec’h troatad hervez muzul ar Saozon oa ment Kalloc’h) un ene tener, hegeuz ha kizidik dreist-penn.

Pa oa bet ret dezhañ kuitaat an Arvor, ar vro ken karet, en doa bepred prederet beviñ ha mervel enni, heñvel e oa gantañ ez oa ur mordead taolet en ur vag-c’hedour, war ur mor leun a c’herreg. A-wechoù e kolle kalon : selaouit-eñ o c’hervel an Ankoù :

Ne ran ’met huanadiñ war-lerc’h ar marv… Ar marv !
.........................................
.........................................
......... c’hoant em eus, naon em eus da vervel !

O ! Bout mac’het dindan c’hwec’h troatad douar pounner !
Breinaat didrouz en teñvalded, pell diouzh an aer,
Bout marv-mik !… Huñvre mat ha dous, huñvre karet,
Joa a lakaez em c’halon paour hag em spered.

Met ne bade ket pell ar goc’had-se a zigalonder. Kentizh ur vouezh a-ziabarzh a gleve hag a selaoue diouti :

Pa’m gwelit faganet war an dachenn, neuze,
E donded ma c’halon Ho mouezh a gomz goustad,
Hag e savan, kreñvaet, peogwir ez oc’h aze !…

E-lec’h sevel ’enep da ivoull Doue pa goulenn gantañ lemel a-ziwar e zivskoazh ar groaz ken pounner en doa taolet warnezhe, hen trugarekaat an hini a rae :

Ra vezit benniget Ho pout ma dibabet,
Daousto din bout pec’hour, daousto din bout netra,
Evit stlejal Ho kroaz war hentoù holl ar Bed :
Mont war Ho lerc’h, mont war Ho lerc’h, na vad a ra !

Evit ober penn d’an arneñv ha da varroù-amzer ar Bed, da garantez Doue hepken en em erbede. En em heñvalaat a ra e-unan, en unan eus ar re kaerañ eus e werzennoù, diouzh ur vernigenn staget diouzh ur garreg e-kreiz ar mor kounnaret :

Digabestret ha didruez
An tonnoù divent a darzhe…
Met ar vernigenn a zalc’he.

Ha setu deut ar mor d’arsav,
Hag ar gaezh vernikenn tanav
D’ar roc’h a oa staget atav.

Ar vernigenn a oar krogiñ :
’Zioc’h ar roc’h emañ war e gein,
Tra ne c’hello he distagiñ…

Ama, n’en deus netra gwiroc’h :
’Vel ar vernigenn war ar roc’h,
Ma c’halon zo staget diouzhoc’h !

E-barzh Pariz, ne daole ket ur sell war ar gwarivaoù nag al lec’hioù arall a ziverr-amzer. Taolet ha didaolet hervez e gomzoù e-unan, ’vel war ur mor kommek, leun a gerreg kuzhet, klasket en doa ennañ inizi evit teurel an eor ha stagiñ e vag dioute, evit lakaat da baouez un herrad e gorf hag e spered prest da zizaniañ. Teir eus ar re en doa kavet a gare dreist-holl hag a zaremprede : Enez ar baourion, da lâret eo, Iliz Itron Varia an Trec’hioù ; Enez ar Broadoù : Iliz ar Galon sakret ; Enez an Aeled : capel ar Veneadezed.

Mar en doa Kalloc’h gouestlet e vuhez da Vreizh-Izel, prest e oa ivez d’he aberzhiñ eviti - aon ebet n’en doa ’raok ar marv : daousto ma trougsante ez oa tonket dezhañ kouezhel kent pell war an ervad, hini n’en doa redet gant muioc’h a herr d’ar brezel, da c’halv kentañ ar vro :

Kent pell e vin el lazhadeg… Pe arouezioù zo war ma zal ? Ha gwelout a rin da ziwezh, bloaz nevez ?
Ha petra ’vern ? Abred pe diwezhad, ha pa sono an eur da vont daved an Tad, laouen ez in. Jezuz ’oar diluz hor mammoù.

.........................................

Bloaziad nevez, bloaziad brezel ! Ra vez benniget nag e tegasfes en da vantell, a-gevret gant an nevez-hañv ’vit ar Bed, ar marv ’vidon.
Petra eo marv unan, pe kant, pe marv kant mil ? War-lerc’h ma vo bev ha klodus ar vro, war-lerc’h ma kendalc’ho ar c’houenn…
Ha pa varvin, lârit ar pedennoù, ha bezit me, ’vel ma zadoù, troit ma zal diouzh an enebour ;
Ha ne c’houlennit tra ’vidon gant ma Dasprenour, ’met al lec’h diwezhañ en E Varadoz…

Ne oa ket deut da wir newazh e zrouksant ’met ar bloaz war-lerc’h. E miz ebrel ar bloaz war-lerc’h, emañ kouezhet, e gleze en e zorn, war ar c’hlodva*.    [?]
Ar werz diwezhañ eus an dastum-mañ(1) a zo bet savet war dalva Frañs, ar seizh a viz gwengolo ; n’ez eus unan marteze souezhusoc’h en holl an dastum : kan’enn alarc’h a c’heller ober anezhi. Deut e oa tro Kalloc’h da c’hedal e talva al lu war ar c’hleuzioù, tal-ouzh-tal d’an enebourion. Heñvel e oa gantañ ez oa ur mordead oc’h ober karter war ar mor :

« Me zo ar martolod da garter ...........
.........................................

« Kousk, o bro, kousk e peoc’h. Me ’ray karter ’vidout.
Ha mar da da foeñviñ, henoazh, ar mor german,
Breudeur ’omp d’ar c’herreg a zifenn aod Breizh dous,

Daousto dezhañ bout kalonek hag hep aon, gevel a rae d’her c’hennerzhiñ an Hini an doa lakaet holl e c’hoanag ennañ :

Pa sailhan dreist d’ar c’hleuz, ur vouc’hal e m[a] dorn,
Ma faotred ’lâr marse : « A-raok, hennezh zo gour ! »
Hag e teuont war ma lerc’h er fank, en tan, er skorn…
Met C’hwi, C’hwi ’oar er-walc’h n’en don ’met ur pec’hour.

Rak-se, pa strew an noz he lorc’hoù dre ar glen*,  [pe douar] 
E greier ar c’hleuzioù pa gousk[a] ma breude[u]r,
Ho pet truez diouzhin, selaouit ma goulenn,
Deu’t, hag an noz a vo ’vidon leun a splannder.

Trawalc’h e vefe eus ar werzenn-mañ evit lakaat Kalloc’h e-mesk ar re gentañ eus hor barzhed. Enni e kaver dastumet holl an danvez ha galloud barzhel dispar a ziforc’her en e skridoù, da lâret eo : agnen [?] uhel ha glan ; spered souezhus e gavadennoù hag e froudennoù ; pervezh e ouiziegezh e-keñver ar brezhoneg hag e c’heriadur, hag anzav da lakaat splann ha da liveañ ar vennozhioù ar re diaesañ da zisplegiñ. E-lec’h gerioù gallek e ve ur vezh o gwelet ken stank e levrioù anvet brezhonek ha kentañ penn er C’hatekiz, gwell e oa gant Kalloc’h lakaat gerioù gwir vrezhoneg, na bout ez oant nevez, dizanavet, divoaz, taolet a-gostez pe ankoueet a werz zo, ’vel m’en deo : klod, gloar (kavet en un dornskrid eus an dekvet kantved war-lerc’h ganedigezh Jezuz-Krist) ; kevrin, mister ; dihuz, consolation (e brezhoneg Gwened, gwell e vefe lâret dihu) : kevrin ha dihuz a gaver e skridoù eus ar bempvet pe ar c’hwec’hvet c’hantved war-lerc’h J. K. ; felan, fidel, a zo troet e brezhoneg Gwened eus ar brezhoneg kozh fid-lon. Bout zo re hag a zo tennet eus ur orin anavet mat, ’vel : briel, dign ; kempredel, e galleg contemporain, graet a kem-pred-el – el en deus an hevelep ster ha galloud hag eo marvel ; meur a unan emañ bet klask en ur c’horn arall a Vreizh-Izel eil-geriañ, répliquer ; tuz pe kentoc’h hervez lezenn Gwened tuc’h, galop ; rouez, dibaot (roué e vefe reizhoc’h e Broereg, met gloèu a vefe gwell) ; aberzh, sakrifis, a zo troet eus aberth, boazet gant Brezhoned Bro-Saoz, ar C’hembre, a reer anezhe, e galleg, les Gallois.

E gwirionez, ur c’holl bras en ur goll Kalloc’h en deus graet Breizh-Izel, ha lec’h d’en em glemm hon devefe eus an tonkadur didruez en deus holl lamet ken abred, yaouank-flamm a ziganeomp. Met, heñvel eo, c’hoantaet e oa bet gant hor barzhed santel Breizh ha galvet d’ober e bare gante en neñv, m’en doa bet bepred kement a hirezh monet. Ya, lâromp anezhañ ’vel ma lâre ur barzh a Vrezhoned Bro-Saoz, en trizekvet kantved, eus un tiern a gare dreist-holl, en ur gomz diouzh Doue :

Prest bras e oac’h ’ta dou’en anezhañ ganeoc’h :
Lec’h da derein* en deus roet, an doan-se ;    [W s’emporter]
Mat mat ec’h eus hon dibabet
Evit ho pagad, Krist roue an Neñv.

Vous êtes ici

Livre

War an daoulin (03) : Raklavar (gant Joseph Loth)
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix