War an daoulin (32) : Gweledigezh (3)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
« Exeuntes autem invenerunt hominem Cyrenœum, nomine Si-monem : hunc angarieverunt ut tolleret crucem ejus. »
                Matth., XXVIII, 32
 
Ha ma gweledigezh kalet a yeas da get
Hag e klasken atav, ’mesk ar c’hogus roget,
Ma ne zeue ket, ’vit ma C’hrist skuizh, ur C’hurenan1
Siwazh, chomel a rae, E-unan, E-unan,
Ha me dic’hellout kaer ! Neuze, ’n un hirvoudiñ,
’N em droet em eus diouzh an Ael Bras mut etaldin :
« O Ael, O Ael, O Ael ! Ha ne savo hini,
’Benn an devezh, da zerc’hel mat d’hor Jezuz-ni ?
Ha re gozh eo ar Bed evit en dout dalc’het
Koun a Hennezh a varvas kent ’vit e bec’hed ?…
An Ael Bras ne eilgerias din ’met ur gomz : « Sell ! »
– Hag e-kreiz Mor-Kornog me ’welas, divrañsell,
Div bobl, kar dre o gwad, war an hent daoulinet.
« Ar re-mañ, ’me an Ael, zo E Gurenaned.
Ar re-mañ zo galvet da reiñ skoazhell dezhañ2 !…»
– Ha m’anavas dremmoù ma Breizh ha m’Iwerzhon.
Ha dirak an neñv du hag ar stered anat,
M’Iwerzhon ha ma Breizh en em roas un dornad…
Ra vezit benniget, o Krist a azeulan,
Ho pout diskou’et3 din-me, paour, an div vro felan4.
Hag Ho pout teurvezet ma disamm eus ar boan5,
    Ar gorfad truegezh
A’m mouge p’Ho kwelen C’hwi Hoc’h-unan o tou’en6
    Ho Kroaz-Salvedigezh.
E-touez ar pobloù all a nac’h hag a ra goap,
– War-dreñv enta, dic’hoanag dall ha soñjoù trist ! –
Ar Gelted a chomo Marc’hegion Doue ar Mab :
Ar Gelted a zougo ar Groaz gant Jezuz-Krist !
 
    Pariz, kerzu 1914
 
— NOTES —
1Cyrénéen e galleg
2W dehoñ
3evit diskouezet
4KLT feal
5W boén
6evit tougen

Livre

War an daoulin (32) : Gweledigezh (3)
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix