War an daoulin (30) : Gweledigezh (2)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Reter, Reter ! Du-hont bemdez e sav an heol.
Du-hont ivez, en amzer gent, en deus vennet
Ganiñ1 an Heol doueel, Gouloù ar broioù holl.
 
Met an Heol-mañ warnout n’en deus ket c’hoazh splannet :
E pe kornad da zouar n’azeuler ket an Diaoul2,
     O Reter paour ar baganed ?
Me ’wel o tremeniñ warnout ar prantadoù…
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoù,
Brevet E gorf d’ar skuizh hag E galon d’ar gloaz,
War venezioù Azi Jezuz a stlej E groaz.
Me ’wel Bed ar Re-zu. O Afrik dilezet,
En da goadegi don nag a c’hevrinoù lous !
’Vidout ivez newazh ar Mestr en deus komzet
Gwecharall. Met n’ac’h eus ket klevet. Heñvel ’out3
Diouzh ul leon divennozh ha ne gomz na ne glev4,
Un teñvalded diaoulek a c’hol5 da ene paour6 :
Pegoulz e tigori da lagad d’ar Gouloù7 ?
O, hast ! Rak deiz ar Varn a dosta da bep eur.
Siwazh ! Ael du ar Marv, ’out heudet ’n e ardoù,
Bugale ar Gwir Doue war da zouar a zo rouez…
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoù,
E gouelec’hioù Afrik Jezuz a stlej E Groaz8.
 
Kristof, Douger ar C’hrist, da zizoloas gwechall,
    Amerik, ha pagan e oas ;
E gwez da goadeier eñ ’lakaas ar vouc’hal
    Da sevel, war da zouar, ar Groaz.
War e lerc’h, ar Mor Bras zo deut da vout kanol :
    Gwelet ’c’h eus o tont davedout9,
Evit da aourgleuzioù pinv’ik ha da neñv dous,
    Mibion ar Saoz hag ar Spagnol.
Ar Gwir Doue a ziskou’ent10 heuli e lezennoù.
    Met tamm-ha-tamm, ’n o c’halonoù,
Ar Feiz, ar Garantez, ar Goanag zo marvet :
    Aoterioù all o deus savet.
 
Gwa d’an neb ’ra ’velte ! Rak du-hont ne zougont11
    Mui bri ’met d’ur mestr : an arc’hant.
Al leu[e] aour a vez leun gante e nevedoù,
Bep eur war e dreuzioù e kresk[a] an engroez…
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoùE kêrioù Amerik Jezuz a stlej E Groaz12.
 
    Bet ’out kristen en amzer gent,
    Europ kozh gol’et13 a c’hloazioù :
    Met ankouaet az poe an hent,
    An hent a gas d’an ilizioù.
Ar Frañs, o luskellat ur c’havell hep krouadur,
A gane ur sonenn bagan d’ar Blijadur ;
Pep bro ne oa enni ’met deul14 etre breudeur15.
Hag an Den-Gwenn a Rom a oa du e breder,
Rak e pep lec’h ’rene an Droug, splann pe kuzhet.
O Europ kaezh, kousket e oas en da bec’hed ;
 
Goap a reas diouzh ar Salver ha diouzh E c’hras :
    Ha setu deut ar Brezel Bras !
Setu an enklask ruz war ar Gwir hag ar Gaou ;
Setu dek pobl taolet ’kreiz al lazhadegoù,
Dek bro paour diwadet bet’ an diwezhañ lomm,
Setu kanolioù gouez o skopiñ melloù-plom16,
Listri hobregonet o skarzhiñ ar morioù ;
Setu kañvoù, ha tan, ha dismantr er c’hêrioù ;
Sed an douaroù pinv’ik troet da vout karneled :
    Sed ar Gristenezh diboblet !
O kelanoù an dud yaouank war ar bratell !…
– Hag anzav ’ri, bremañ, Doue hag E Gomz santel,
Europ, ha gwalc’hiñ ’ri ’n da wad da bec’hedoù ?…
Siwazh, siwazh ! Me ’wel e chomi ’vel ma oas :
Hag hep ne sav hini da vont war E roudoù,
dre hentoù ruz Europ Jezuz a stlej E Groaz…
 
— NOTES —
1KLT genel
2W Diaol
3W ous
4W gleu
5KLT c’holo
6W peur
7W Gouleu
8W Groéz
9W devadous
10evit ziskouezent
11W zougant
12W Groéz
13KLT goloet
14querelle e galleg
15W breudér
16pe obuzoù
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix