War an daoulin (34) : Diougan Ezekiel (1)
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Dorn Doue warnon… Ambrouget d’E Spered Santel
Kerzhet em eus. Eñ ma c’hasas war ur bratell
Ha war houmañ, kej-mej, eskern oa astennet.
 
Sentus dioutañ, en o mesk em eus tremenet :
Niverus-niverus e oant, ha sec’h ’vel mein1.
Mouezh an Aotroù neuze da m[a] galviñ : « Mab-Den,
Ha te ’gred e c’hello beviñ an eskern-se ? »
Hag eilgeriet em eus : « C’hwi her goar, Aotroù Doue. »
 
Ha lâret En-deus : « Kae. Diougan war an eskern. »
Lâr dezhe : « Eskern sec’h, klevit komz an Tiern :
Me ’zegaso spered ennoc’h, ha c’hwi ’vevo ;
Dre nerzh ma c’homz, kroc’hen ha kig yac’h ho kolo ;
Me ’lakao mel ’n ho kanoloù, ha c’hwi ’vo bev,
Ha c’hwi ’ouezo penaos emañ Me an Doue kreñv2. »
E m[a] sav ’n em lakaet em eus da ziouganiñ…
– Kentizh, un trouz spontus zo savet war-dro din,
Ur fiñvadenn ’n em rae, bras, e-pad ma komzen,
Taolet em eus ma sell da bear3 c’horn an dachenn :
O burzhud ! An eskern d’an eskern a dostae ;
Mat en e lec’h, an eil d’egile ’n em joent[r]e,
Warnezhe kig, kroc’hen en un taol oa kresket,
Leun e oant holl a vel… Met spered n’o doa ket :
 
A-nevez, me ’glevas ar Vouezh vras o sevel :
« Den, diougan d’ar Spered donet. Galv an avel :
Eus ar gornog, eus ar reter, eus ar gwalarn4,
Eus ar gevred, Spered, deus ! C’hwezh war an eskern.
C’hwezh war ar re varv-mañ astennet el lann vras,
Dezhe holl ar vuhez e zaskori. » Me ’reas
’Vel m’En doa goulennet ar Mestr Hollc’halloudek.
Ar Spered ’zisoc’has enne, ha buhezek,
Nerzh en o izili, en o gwazhiad gwad,
Setu ar c’helanoù5 en em lakaat war droad.
Milioù ha milioù a welen ’vel un arme,
O redek hag en em dolpiñ war-dro din-me.
 
« Holl ar relegoù-mañ, ’gendalc’has an Aotroù6,
A zo Rumm Israel. Int a lâr : « A bep tu
’Mañ ledet hon eskern ; hor goanag zo a-blad,
Rannet eo bet e pemp pe c’hwec’h tamm hor foblad. »
Prezeg enta dezhe er giz-mañ : « Jehova
A venn ma tougin deoc’h E Gomz santel. Me ’za.
Setu ar pezh en deus lâret Mestr Israel :
 
« Me da lakao, ma fobl, er-maez diouzh da garnel,
Ha da zegas a rin war da zouar, ha neuze,
C’hwi ’ouezo holl penaos an Aotroù-Meur, Me eo.
Me ’roy deoc’h ma Spered, ha beviñ a rafet7,
War zouar ho kentadoù, c’hwi a c’hello kousket.
’Vel-se, en ur welet ober ma madelezh,
C’hwi a lâro : Gwir eo, an Aotroù eo Hennezh.
 
Distreiñ a reas neuze diouzhin Dremm Roue an neñv :
« Mab-den, kemer ganit un tamm koad, eme-Eñ,
Kemer, ha warnezhañ skriv : ’Vit Juda hennezh8,
Ha ’vit re Israel a heuli e lezenn.
Goude, kemer un tamm arall, ha war un dro
Skriv : « Da Jojeb. D’ar re ’neus graet dezhañ o ro. »
An eil diouzh egile stag an daou damm diouzhtu.
Hag unanet e vint en da zaouarn. Setu.
– Mar goulenner ganit, e-mesk ar pobloù-hont :
« Petra a venn lâret ar pezh a rez ? » Respont :
 
« Selaouit komzoù Doue. » Ez an, Me, da gemer,
Barr Jojeb, hag a zo e dorn ma diouganer.
Me her stago ouzh barr Juda. ’Vel-se ’vennan.
Hag an daou damm koad-se ne rint mui ’met unan.
Etre ar pobloù all ’emaont davete aet
Ha mabed Israel, un disparti ’vo graet.
Tud Jakob, ma Spered a redo d’o dastum
Hag o zolpo kevred war o douar, en ur rumm.
War menezioù o bro, en amzer da zonet,
Int a chomo dalbezh staget hag unanet ;
’Vit o reniñ, ne vo nemet ur roue hepken,
Ma bennozh a vo warnezhe da virviken… »
 
Amañ e tiwezh[a] diougan an Diouganer.
Aes eo goût, ne gomz[a] ’met a dud e amzer ;
Met me, ha pa lennan diougan bras Ezekiel,
Dit bepred e nij[a] ma soñj, o Breizh-Izel.
 
— NOTES —
1W mén
2W kréñù
3KLT pevar
4W golern
5pe korfoù marv
6W Eutru
7W reet
8W hennen

Livre

War an daoulin (34) : Diougan Ezekiel (1)
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix