Thème : les Soldats

Arvor (l’) (51) : Mobiles d’Arvor (les)

Le vieux prêtre disait aux mobiles d’Arvor :
« Après la guerre, enfants, nous verrons-nous encor ?
« Quand la paix reviendra je serai mort peut-être ;
« Beaucoup, loin du pays, pour toujours tomberont ;
« Dieu voudra-t-il permettre à ceux qui survivront
« De retrouver, vivant encore, leur vieux prêtre ? »

Bepred Breizhad (03) : Breizh-Izel

– Lâr din, anaout a rez ar vro
’Lec’h, war ar garreg, ’sav derv ;
’Lec’h ’kan ar barzh war dreuz e zor,
Ha war an aod e trouz ar mor ?

– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel ;
War ar bed pa daolan ur sell,
E nep lec’h na welan hini
A c’houlenn ken bras meuleudi.

– Lâr din, anaout a rez ar vro
’Lec’h ma kaver c’hoazh war un dro
Komz Doue hag ar feiz o ren,
Ha reizh hag eeun kalon an den ?

Bombard Kerne (06) : Kimiad ur soudard yaouank

war don : Al labourer 

Ma c’halon a zo freilhet dre nerzh ma enkrezoù ; 
Ma daoulagad entanet n’o deus mui a zaeroù, 
Deut eo siwazh ! an devezh ma rankan dilezel 
Lec’h kaer ma bugaleaj, ma bro gaer Breizh-Izel ! 

Ken’o dit, ma zi balan, kuzhet ’barzh an draonienn, 
Tachenn c’hlas war behini, bugel, e c’hoarien ; 
Gwez ivin ken bodennek, e disheol a bere, 
E-pad tommder an hañvoù, e kousken da greisteiz. 

Bombard Kerne (07) : Distro ur soudard e Breizh

    I 

Da welet a ran adarre, 
Va bro garet, Menez Are, – 
Pell diouzhin poan hag enkrez ! 
Tridal a ran gant levenez ! 
 
Gwelet a ran, – pell e draonienn, 
Tour an iliz, er goumoulenn ; 
Ar moged, n’un droidellat, 
O tibradañ ’us ti ma zad. 
 
Klevet a ran ar c’hloc’h sklentin, 
Ar vombard, ar binioù lirzhin, – 
Un eured a zo dre amañ, 
Jadabao ! ebat ! tra, la, la ! 
 
    II 

Bombard Kerne (08) : Soudard fougeer (ar)

FANTIG AN DURKEZ, gwreg ar marichal 
Sellit ! Sellit ! Ar brizh aotroù ! 
Penaos e lugern e votoù ! 
Ur ribot blevek war e benn, 
Keit ha lost ur big e chupenn ! 

DISKAN 

  Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar brizh Breizhad ! 
  Bec’h da gof-gar ar renead* !    [pe renavi] 

JANED WIN-TOMM, amiegez 
E vlev zo rannet ha flouret, 
E voustachoù ruz zo peget, 
Stummet e giz da higennoù 
Evit pesketa kalonoù. 

Lili ha roz gouez (73) : Goude an emgann

Hanter-varv kazi gant an naon, ar skuizhder,
En ul lec’h dibabet, d’an noz, p’en em gaver,
          Lous holl gant ar vouilhenn,
War ur c’holo fleurius astennet war ar pri,
A-raok en em daoler ur mare da voriñ,
          Me ’lavar ur bedenn.

Lili ha roz gouez (74) : Marvet war dachenn an emgann

Mignon, te pehini zo bet test eus va foan,
Pa gouezhis mac’hagnet war dachenn an emgann,
Hag evel ur gwir vreur ec’h eus va dastumet,
Hep aon ebet, da’z tro, da vezañ diskaret,
A-raok mervel, mignon, ma da drugareka
Ha da bed da zaeroù va c’homzoù diwezhañ :
– Eurus te ’c’hallo, war douar Frañs diskennet,
Da vihanañ mervel el lec’h ma’z out ganet ;
Kerkent ha ma laki war douar hor bro da droad,
Lavar d’an heklevioù, da gement tremeniad,
’On e-kreiz an emgann, e gwir soudard, marv,

Mouezhioù an Abardaez-Noz (28) : Kousk, soudard Breizh-Izel

    e kañv eus va mab

E-kreiz da yaouankiz falc’het gant ar Marv,
    Roet ganit da vuhez ’vt ar Vro,
    Kousk, kousk, paotr Breizh, soudard dispar,
Gra da ziskuizh en ez kwele douar ;

    Kousk, soudardig Breizh-Izel,
Luskellet gant mouezh spontus ar brezel !

Gwelet a vo dourek du-se pa ’n em gavo
    Gant ar re gozh keloù kriz da varv.
    Kousk, kousk, paotr Breizh…

Mouezhioù an Abardaez-Noz (30) : Gwerz ar soudard divroet

’N anv Doue, ne zilamit ket
Gwaz yaouank digant e bried,
Na mab karet digant e dad,
Na digant e Vreizh ur Breizhad.

Ur paotr kalonek ha seder
A oa Kaourig an Heveder ;
E wreg yaouank, Soaz an Herri,
Ken seder all, mar ne oa mui.

Un devezh, Kaour a lavare
D’e vaouezig eus ar beure :
« Deut eo an deiz din da vonet
Pell diouzh douar ar Vrezhoned.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (35) : Nemet unan

        Penn-da-benn gant harzoù Bro-C’hall
    Soudarded ar Gwir zo ’n o za,
Unanet en o nerzh galloudus hag ingal,
    Tri bloaz hanter zo, hep skuizhañ ;
Dastumet a bep gouenn, a bep stad, a bep bro,
    Daoust d’ar gloaz ha daoust d’ar marv,
    ’Vit kas d’e doull al loen garv.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (36) : Brasañ (ar)

Bras eo ar penn-sturier a ren fur bag ar Vro,
Daoust d’ar glabouserien a skrign dent war e dro,
Difiñv, stennet holl nerzh e spered hag e vrec’h
Da heul war-eeun an hent hepken a gas d’an trec’h.

Bras eo ar jeneral ken karet, ken brudet,
A zalc’h dindan doujañs e zorn hor soudarded,
Daoust d’ar skuizhder, daoust d’ar c’hwezherien fallentez
War sav betek an deiz ma teuy an tamm gante.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (37) : Goude koan

O vezañ tremenet dindan nij ar Marv
Dek devezh penn-da-benn en « trañcheoù » kentañ,
Dek devezh bet kavet ken padus ha dek vloa[z],
Ha deut a-dreñv bremañ d’ober un tammig tro ;

O soñjal emañ Breizh pell, ken pell er vougenn
Gant ar garantez domm a sav eus he douar,
Gant he levenez kuñv hag he heolioù klouar,
Hag int ur samm warne ken pounner da zougen !

Telenn Arvor (06) : Paotred Ploveur

    gwerz

    I
Tud yaouank, tud glac’haret da guitaat ar vro,
Kasit ganeoc’h, kasit an esperañs atav :
Skediñ a ray war hoc’h hent evel ur sterenn gaer,
Ha dirak ho taoulagad pa zistrofet d’ar gêr.

    II
– Bez’ ez oe un amzer, un amzer zu ha kriz,
An holl dud yaouank a roe mallozh d’o yaouankiz,
A-rummadoù da Vro-C’hall mont a raent pep bloaz,
Allaz ! Ne zistroent mui da Vreizh-Izel biskoazh !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal