Thème : la Prière

Amour et foi (03) : Crépuscule

Le soir, voici le soir. — Devant le crépuscule 
La lumière affaiblie à chaque instant recule, 
          Le ciel perd sa couleur ; 
Mais sur les bois dormants, sans rumeur, sans secousse, 
La lune brille enfin, consolatrice douce, 
          Soleil de la douleur. 

Arvor (l’) (18) : Angélus aux champs (l’)

          fortunatos nimium…
                              Virgile

On n’entendait plus rien dans le tranquille Armor
Que les chants de bergers, et les cris lamentables
Des troupeaux qui rentraient lentement aux étables ;
La nuit tombait déjà sur la vieille Occismor.

Barzhonegoù a bep seurt (03) : Kroazig va gouestloù

    da’m mignon I. Quélenneg

E-harz an aoterioù, en deiz-se daoulinet,
Da Grouer ar bed holl me am eus lavaret :
« Deoc’h-hu, o va Aotroù, me a ro va c’halon,
A-vremañ da viken, renit, renit warnon.

Paourentez ha Gwerc’hded, ivez Sentidigezh,
C’hwi ’vo va friedoù penn-da-benn va buhez ;
Ne fell din er bed-mañ nemedoc’h, va Jezuz,
Dasprener an eneoù, va Mestr karantezus !

Bepred Breizhad (08) : Pedenn ar mederien eus ar mintin

    I

Ken ruz hag ar glaou-tan er forn, ha lugernus,
E sav heol ma Doue, ar mestr hollgalloudus :
Hiriv ’vezo arre ha kaer ha tomm an deiz,
Ma vo ur blijadur mediñ e parkoù Breizh.

Hogen, a-raok an heol, p’en deus ar c’hog kanet,
Holl dud an tiegezh kerkent a zo savet,
Ha goude bout skarzhet pep hini e skudell,
Emaint bremañ war hent ar park, hep dale pell.

Lili ha roz gouez (62) : D’ar vugale

Bugel, da zaoulagad a c’hall chom digor-bras
                    Evit sellet ouzh an Neñvoù ;
Da dal zo ken dinamm ! a-zindan ar c’hoabr glas,
                    Ken lugernus eo da selloù !

Ar pec’her, eveldout, ne gred ket digeriñ
                    Bras e zaoulagad, gant frankiz ;
En ober e Grouer e c’hoar ne c’hall ket mui
                    Lenn, evel en e yaouankiz.

Lys et églantines (16) : Prière de l'enfant (la)

Sur les genoux de sa mère,
Attentif, les mains en croix,
L’enfant dit une prière
De sa plus touchante voix.
Sur le crucifix d’ivoire,
Au milieu de l’oratoire,
Il fixe ses jolis yeux,
Et ses lèvres enfantines
Ont des paroles divines
Dont l’écho va jusqu’aux cieux.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (03) : Pedenn da Santez Anna Wened

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même

Telenn Arvor (05) : Pedenn al labourerien

    war don Santez Mari
 
    I
O Sant Alan, sant bro Skaer, steredenn Breizh-Izel,
Levenez an Aelez kaer dindan o divaskell,
Diouzh ho kador alaouret ha savet dreist al loar,
Roit ur sell garantezus deomp war an douar.
 
    II
Allaz ! Ni a zo tud paour, tud paour diwar ar maez !
Koulskoude d’ho ti santel e teuomp alies ;
Ya ! Dre ar fallañ hentoù, hañv-goañv, e teuomp holl,
Skornet bep sul gant an erc’h, devet gant an heol.

War an daoulin (06) : Kentskrid

En anv an Tad,
                      Hag ar Mab,
                                       Hag ar Spered-Santel.
                               Ra vo evel-se !
 
                       •
 
war an ton kembraek : Ar hyd y nos
 
Pa zeraou an heol da sevel,
    – War an daoulin !
Brasat levenez ’n em deurel
    War an daoulin !
Dirak ar gouloù deut arre,
Nag ur blijadur dispar eo
Pediñ e douster ar beure

War an daoulin (11) : Fiat

« In tenebrosis collocavit me, quasi mortuos sempiternos. »
                (Threni, III, 6.)
 
Peogwir Ho peus vennet daskor din ma frankiz,
Pa c’hoantaen bout heudet e-harz Hoc’h aoterioù ;
P’en deo gwir emañ marv huñvre ma yaouankiz
Hag Ho peus ma luziet e roued ar gwalleurioù ;
 

War an daoulin (13) : Pedenn en teñvalded (1)

« Plorans ploravit in nocte, et lacrymae ejus in maxillis ejus… »
                (Threni, 1, 2.)
 
Ne c’houlennit ket piv zo aze. Goût a rit1
Emañ me ’en em stlej e toull Ho tor arre :
En Ho kalon, Jezuz-kariad, Jezuz karet,
Deut ’on da ziskargiñ ma c’halon, rak barr eo.

War an daoulin (14) : Pedenn en teñvalded (2)

Bonum est viro si portaverit jugum ab adolescentia sua.
              (Threni, III, 27.)
 
Me zo ganet e-kreiz ar mor
    Teir lev er-maez ;
Un tiig gwenn du-hont em eus1,
Ar banal ’gresk e-tal an nor

War an daoulin (15) : Pedenn en teñvalded (3)

« Loquere, Domine, quia audit servus tuus. »
              (I Reg., lib. sam., III, 10)
 
Komzit, komzit, ma mestr : Ho mevel a selaou.
Me ’savo, me ’gerzho. Lârit din ’menn1 monet ;
Sturier dispar, levit ma bag en argolloù,
Ha me ’veulo Hoc’h anv e-mesk ar Vretoned.

War an daoulin (16) : Ho pet truez diouzhin

Mar goulennan diskuizh ha p’en deo ret kerzhet,
          Ho pet truez diouzhin ;
Mard a din da kouezhiñ e lec’hid ar pec’hed,
         Ho pet truez diouzhin.
 
Mar gwana ma c’halon ha mar kollan ma nerzh,
         Ho pet truez diouzhin ;
Mar kavan re galet mont bepred war Ho lerc’h,

War an daoulin (21) : Pedenn ar moraer

Da vestr ha da vartoloded an Aquilon, e koun a viz eost 1913, tremenet deomp a-gevret o redek ar mor.
 
Mestr, troet hor beus ar mor a walarn da c’hevred,
Pennet e biz hag e mervent,
Ha, kaer redek, hon higennoù n’o deus skourret
Pesk ebet hed-ha-hed d’an hent.
 
El liveoù darempredet gant hon tadoù

War an daoulin (38) : Pedenn evit Breizh

« Et cœgerunt illum, dicentes : Mane nobiscum, quoniam advesperascit… »
                (Luc, XXIV, 29.)
 
Deut ’omp holl d’Ho pediñ, Jezuz, war hon daoulin,
Da glask en Ho kalon konfort ’vit hon anken1 :
Jezuz, C’hwi hor c’hlev, C’hwi hor gwel,
Ho pet truez diouzh Breizh-Izel !
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal