Thème : les Paysans

Barzhonegoù a bep seurt (05) : Labourer douar (al)

    da’m mignon Laou ar Meur

Ned on nemet un tieg, o chom ’n ur gêriadenn,
E sioulded c’hwek ar maezioù va amzer a dremen ;
N’em eus tamm deskadurezh, kement-se na vir ket
Ez eo va deizioù leuniet eus ar gwir eürusted.

Pennoù bras ha pinvidik, er c’hêrioù lojet mat,
En noz ar c’housk a seblant tec’het ho taoulagad,
Pa ziskuizhan a-zoare em gwele kozh klozet,
Gant va bandenn vugale, va zud muiañ-karet.

Bepred Breizhad (23) : Mederien (ar)

   da varzh Sant Lorañs,
        an Ao. Kemar

 

— Gwaskomp, paotred, gwaskomp ! e penn an erv Fantig
’Gerc’ho ur piched chistr ! — Start, Erwan ha Gabig !
— Gwellañ da Vederien ! — Gleb-dour ’int gant ar c’hwez !
War o lerc’h an irvi ’n em c’holo a dañvouez !

 

Lili ha roz gouez (35) : Labourer o vont d’e dachenn (al)

war ton : a-vihanik em eus pec’het

An erc’h a zo deuet da deuziñ,
Ha kerkent, en holl pradoù,
Ar geot da sevel a-zevri,
Da ziwan ar bokedoù.

Al labourer, drant en e za,
A zigor dor e lojenn,
Rak al laboused, o kanañ,
Her galv da vont d’e dachenn.

Al labourer ivez a gan,
Rak e galon zo laouen,
O kerzhet a-dreuz ar balan,
E mogidell an draonienn.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (51) : Marv ar c’houer

    Un nozvezh a viz mae steredennus ha splann,
En e di plouz, e-kreiz ur chapelig gwenn-kann,
Job « kreñv » zo astennet, dinerzh da virviken,
E dud en-dro dezhañ, divuzul o anken,
Frealzet koulskoude o soñjal ez eo bet
Penn-da-benn e amzer den mat hag eeun-meurbet,
O soñjal eo aet kuit gant bennozh e Zoue
Hag eo bet e varv ken kaer hag e vuhez.

Poésies de Gabriel Le Febvre : Falc’herien (ar)

Dek eur ane’i : ar falc’herien,
Trenk o roched gant ar c’hwezenn
’Ro bronn d’o filc’hier er c’hlazenn.

En neñv digatar, an heol splann,
Trec’het ar c’houmoul da gentañ,
A flemm, a vroud ’vel elvoù tan.

Ar skrilhed paour, ’hed ar bradenn,
O ouelañ, ’nerzh o c’horzailhenn
D’o neizhioù gwallet, didoenn.

Ur plac’hig gant stred* an druzez,    [?] 
O tonet skañv ’vel un heizez,
War he fenn chistr en ur bodez.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix