Thème : le Pays

Chanson de la Bretagne (la) (17) : Treger

Un cloître de silence, un hôpital des âmes
Et de grises maisons de nobles – c’est Treger…
Nul bruit, que les sabots claquants des vieilles femmes,
Et l’oraison du vent qui monte avec la mer.

Telles que des surplis de prêtres, les nuées
Blanchissent, dans un ciel dormant comme un lavoir.
Le long des quais déserts, des barques échouées,
Dévôtieuses, font leur prière du soir.

E Breizh-Izel (12) : Kreiz-kêr

Kreiz-kêr, pegen brav da’z kwelet,
Da bennig kuzhet er goabrenn !
Evel bleunioù tan, ar stered
’Strink a-dreuz da dantelezhenn
O sked, d’abardaez en hañv.
Kreiz-kêr, dit demat a lâran.

Pa oan gwechall en da gichen,
Sempl evel ur perroked bloaz,
O klask distagañ penn-da-benn
Rosa Rosæ, templum templa,
Nag a wech e chomen bodet(1)
Da’z gwelet ken mistrig brodet !

    ***

Lili ha roz gouez (42) : D’ar gwennili

war ton : Aelez eus ar Baradoz

Lavar gwennili bihan,
Eus a belec’h e teuez,
Ama, kemer un ehan,
Komz a fell din ganez,
Eus va bro muiañ-karet
Digas a rez keloù ?
Va c’halon a zo rannet
Ha skuilh a ran daeroù.

Rak adalek ar mare
M’em eus, o follentez !
Evit kêrioù ken dizoue,
Dilezet va farrez,
’Hed an noz hag ’hed an deiz
Ne ran nemet soñjal
Em zi soul hag em c’henvroiz,
Em amzer gaer gwechall.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (07) : Kerne

Da vro Gerne ’roin va meuleudi gentañ :
Rak da’m c’halon e plij dreist ar broioù goantañ ;
Rak enni ’maon ganet dindan ar gwez derv
En un devezh c’hoarzhus eus a viz Gwengolo,
E-kreiz ma’z oa dre holl laboused o kanañ,
Hag an heol o tispak e sklêrijenn splannañ,
Hag ar gwez avaloù, galloudus ha seder,
O kinnig frouezh melen da bokoù an dommder.

Enni ’karfen ivez kousket un deiz da zont,
E-tal ar re zo aet, war ur gredenn dispont,
Da glask pae deus o foan, digant Tad an dud paour…

Mouezhioù an Abardaez-Noz (08) : Treger

O bro goant Landreger, biken ankouaat na rin
Nag an eurvad ac’h eus a bell zo roet din,
Nag an degemer wask am boa bet diganit
Pa deuis, dizanav, va bara da c’hounit,
Dilezet evidout va bro Gerne-Uhel,
E-touez da dud dilorc’h da stennañ va zinell.

Da hentoù, ’vel da dud, am eus darempredet ;
Da chistr am eus tañvaet, ouzh da daol ’meus predet ;
Hag o vevañ ganit, n’em eus kavet atav
’Met hent plaen, tud gwirion ha c’hoantek d’ober brav.

    *

Mouezhioù an Abardaez-Noz (09) : Leon

Kentañ ’meus bet gwelet, ’touez ar Vretoned all,
Al Leonard o tont, savet uhel e dal,
Dispak gantañ kement tamm gwenn ’ve ’n e roched,
Stenn dindan ar c’houriz e greiz hag e vruched,
Hag o tegas gant poan betek e vuzelloù
Ur vouezh gorrek sachet diouzh deun e vouzelloù,
Deus a varn anezhañ war ar stumm a zouge,
’Meus her bet kemeret ’vit un den a fouge.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (10) : Gwened

    Bewech ma tegouezh din gwelet ur Gwenedour,
E kavan anezhañ stummet eus ur c’hadour,
Reut e zivrec’h, kalet e zorn, taer e lagad,
Ur c’houriz ler gantañ ’vel o tont d’an argad,
E dog war grab e benn kn e guzh e skouarn,
Start e benn-bazh etre e vizied houarn.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal