Thème : les Humbles

Amour et foi (30) : Dernier appel

À M. Collombet

Et je disais « Le vent se lève, voilà l’heure 
Où le vent d’hiver fait bondir chaque demeure : 
C’est un flot rugissant qui n’a point de reflux. 
Le vent gronde, il secoue, il abat d’une haleine 
Et les feuilles de l’arbre et les fleurs de la plaine, 
     Hélas ! et le pauvre encor plus. 

Annaig (08) : Beorien (ar)

  I 

O tont eus a Sant-Erwan 
Kent distreiñ da Vezou-Bran 
  O tont eus ar pardon, 

’Oa ur paour kozh ’vel tosoù 
Azezet war e votoù 
  E korn ur park melchon ; 

Ha gant ar paourkaezh dall-se 
Ur plac’h he dorn ’astenne
  Ur plac’hig unnek bloaz : 

– Ma n’eo hoc’h ene re yen 
tud vat ’rafet aluzen 
  D’ar re n’o deus netra, 

Arvor (l’) (02) : Chant du pillawer (le)

             Le pillawer n’est autre chose qu’un chiffonnier nomade.
                                             E. SOUVESTRE

Il part, le pillawer ; il descend la montagne ;
Il s’en va ramasser, par toute la Bretagne,
Des monceaux de haillons sordides et hideux.
Il quitte enfants et femme ; il retourne à la plaine ;
Après un mois d’absence, et de marche, et de peine,
S’il est encor vivant, il reviendra près d’eux.

Barzhonegoù a bep seurt (09) : Paotr bihan kamm (ar)

    da Jeanne Kervern, Kerzadioù

Va mamm-gozh, en deiz all ha me war he barlenn,
He deus din displeget ur c’haer a gontadenn ;
Ken don e va spered emañ hi c’hoazh hiriv,
Me ’zan d’he disklêriañ deoc’h-hu ivez da’m zro.

Bepred Breizhad (14) : Abardaez en un tiegezh, en hañv (an)

Setu an abardaez ! an heol zo ’vont da guzh,
Diskenn ’ra ’drek ar roz, hag eñ ken ruz, ken ruz !
Tomm ’vo arre warc’hoazh, krazañ a ray ar foenn,
Ha dareviñ an ed ; n’eus ket ur goumoulenn.

Ar yer ’bign war o c’hlud, ha setu ar vatezh
O walc’hiñ ar gaoter : n’vo ket a batatez
Da goan, met yod ed-du : ar mevel Youenn vras
’Deu du-hont, war e gein gantañ ur bec’h geot glas.

Bepred Breizhad (27) : Marc’harid an nezerez

    I

War gwenodenn ar bourk, bemdez, pa dremenan,
E welan ur plac’hig war he c’harr o nezañ,
Ur plac’hig koant ha fur, lagad du, blev melon*,    [melen] 
Hag en he zi balan ken seder he c’halon !

Atav war dreuz he dor e kan ’vel un eostig,
Ur son nevez bennak, ur werz kozh, ur c’hantik,
Hag o kanañ sonioù ha gwerzioù kozh ar vro,
He dornig skañv ken brav a gas he c’harr en-dro !

Doue ha ma bro (14) : Baourerion e Santez-Anna (ar)

    Da’m breur

    Ton : Santez Anna

    Pariz, ar 17 a viz Mezheven 1838

    Selaouit-ni, perc’herinerion
A z-a da Santez-Anna :
Ho pet truez diouzh paourerion
’Zo dastumet amañ :
Sellit, gwelit hon treboulioù,
Allaz ! N’en deus ket brasoc’h !
’Vidomp emañ holl ar poanioù,
Al levenez zo ’vidoc’h !

Filhor Paolig a Gersatan

Bloaz a vije a-benn dilost miz Genver abaoe ma oa dimezet Per ar Paour gant Soaz an Dienez ; ya, a-benn pemzek deiz e vije bloaz abaoe ma oant deut da chom en ur penn-ti, sko e-kichen Maner ar C’hagn, e-lec’h ma veve aotroù an Didruez. Madik a-walc’h ez ae an traoù en-dro gant an daou yaouank, abaoe o eured, Per o tevezhiañ tost ken alies ha bemdez, er c’hêrioù a-ziwar-dro ; ha Soaz, diouzh he zu, oc’h ober war-dro an tiegezh, hag a-hent-all o c’hounit ur gwennegig bennak ; rak un tammig edo kemenerez, ha pa c’helle kaout labour gwriat, e laboure.

Pevar zroad buoc’h (ar) (01)

Ur wech ’oa un den paour, gwreg dezhañ ha bugale ’leizh an ti : ar re-mañ n’o doa ket boued da zebriñ ’leizh o c’hof bemdez, hag o zad en doa poan o welet penaos edo e dorrad en dienez. Un deiz ez oa aet d’ar c’hoad da zastum keuneud sec’h : ur bec’h en doa dastumet tost, p’en em gav gantañ ur bourc’hiz. An den paour a c’hwezhe kement e laboure.

– Petra ’rit aze ? eme ar bourc’hiz dezhañ.

– O tastum un tamm keuneud sec’h emaon, emezañ, evit aozañ hor c’hozh tammoù boued ha tommañ va bugaligoù.

Poésies de Gabriel Le Febvre : Botaouer-koad (ar)

Ar botaouer-koad ’neus graet e lojenn
Ewar peulioù derv gant brug ha belen*,    [pe balan] 
E-kreiz ar c’hoad don, e-lec’h na glever
’Met kan an evned hag hiboud ar stêr.

Ar botaouer-koad, ab’oe m’eo ganet,
Bolz an neñv hepken ha fav ’neus gwelet ;
E dadoù, ’raok d’an, oa botaouerien :
Botoioù, ’veltañ, a ray e vibien.

Telenn Arvor (08) : Son an tacher

Er vourc’h abaoe ma choman
Morzhol an tacher a glevan.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Sellit e zivrec’h noazh ha du
O tistreiñ an houarn a bep tu.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

An heol kaer morse na wel,
Bepred glaou ha tan ruz er c’hovel.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal