Thème : les Origines

Chanson de la Bretagne (la) (10) : Chanson de marche

C’est l’Orient, la fauve Asie !
Les premiers Celtes, ennuyés,
Ont cousu, ce soir, à leurs pieds
Les ailes de la fantaisie.

Déjà le peuple débordant,
Toujours à l’étroit dans le monde,
Déjà la race vagabonde
S’achemine vers l’Occident.

Déjà la tribu se déroule,
Et par la terre elle s’épand ;
Elle ondule comme un serpent,
Elle s’enfle comme une houle.

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (12) : Amzer gozh keltiek (an)

En amzer goloet gant an deñvalijenn,
’Barzh an amzer gozh-gozh, ’raok an amzer gristen,
Ken kozh, ken eo kollet diouti an eñvor,
Moarvat nebeut amzer goude dic’hlann ar mor ;
Gouenn veur ar C’heltied, savet ’barzh an Azi
’Ziskennas d’an Europ da glask douar ha ti.

Erminig ar roue Konan

Abaoe tost da bevar c’hant vloaz, Bro Arvor a huanade dindan galloud gwasker ar Romaned kriz. Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em sevel, gounit o frankizioù tremenet ; hogen, trec’het e oant bet dalc’hmat, ha bourrevien Rom a gendalc’he atav da waskañ anezho ar gwashañ ma c’hellent. Arvoriz, boaz ma’z oant da c’hourc’hemenn, a gave kaletoc’h a se plegañ d’an estren.

Hollvelen (11) : Eil arvest, I pennad

KARNAK, GWADOG

Azezet ’int o daou, da c’houloù-deiz war ar vein vras dindan an dervenn.

GWADOG

Hag adarre, Karnak, preder ha kozh da benn ?

Poésies de Georges Le Rumeur : Brec’h Helian

           da Even (Kar e Vro)

Pa’z eo bras an tommder, me ’gar neuze monet
Da lenn, pell eus pep trouz, e koad Brec’h Helian*.    [Breselien]
Eno, e disheol fresk he* delioù e klevan    [evit e ?]
O hirvoudiñ mouezhioù an amzer tremenet !

Nag a varzhed, a-hed e wenodennoù moan
O deus taolet d’an neñv o barzhaz entanet !
Nag a varc’heien taer ivez a zo ganet
’N he* c’hreiz evit diwall enor hon Breizh-Vihan ?    [evit e ?]

Poésies de Toussaint Le Garrec : Kleze, telenn, kredenn (02) – ren ar C’heltied

Ha setu ’n em gavis dirak un enezenn
Savet dreist ar morioù ’vel ur pezh perlezenn
Etre sklêrder Kuzh-Heol ha mougenn Hanternoz.
    Eno ’nevoa skuilhet ar C’hrouer e vennozh
War bobl ar C’heltied, kavet ganti he bro :
Diwallet a bep tu gant ar wagenn c’hwerv,
Hor c’hendadoù ’veve didrouz ha dibreder,
O tiskuizhañ war-lerc’h o c’hantvedoù skuizhder.
Chatal lart a vagent ’n o fourajennoù druz ;
Al laezh gwenn a rede bremañ ’lec’h ar gwad ruz,
Ha meur a vrezelour doujet, gant an alar

War an daoulin (26) : Ma gouenn (1)

O race des Bretons vouée à la souffrance
Nous n’avions pas de mots pour dire l’espérance.
                                       A. Brizeux
 
E-menn1 ’mañ he c’havell ?… Al levrioù n’hel lâr ket.
Balc’h e oa hon tadoù a glodoù he orin,
Met gwerz zo en o bezioù yen emaint kousket

War an daoulin (27) : Ma gouenn (2)

An drouiz a gelenne : « Un Doue zo, n’eus ket daou ;
Ur bed arall a zo ; pleget ’omp holl d’ar Red… »
Met un dra a vankec’h anezhañ, o tadoù :
D’ar Goanag hoc’h ene pagan a oa serret.
 
Rak-se, p’en d-eas ar Gwir Lezenn eus ar Reter,
Pa glevas ma Gouenn baour gourc’hemennoù ar C’hrist
Pa’z anavas an Aviel leun a zouster,

War an daoulin (28) : Ma gouenn (2)

Un deiz ivez, siwazh, ma Doue, ’oa bet trec’het.
Hag a-c’houde, saotret dindan treid pep mevel,
Ma gouenn zo diragoc’h ’vel ur peulvan kouezhet,
Yen, mut, marv…
                              Met Ho prec’h a c’hell he adsevel.
 
Ha C’hwi he adsavo ! Ha C’hwi he adsavo !
Ken nerzhus Ho pedimp ma rit evelkent « ya »,
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix