Thème : la Mode

Bepred Breizhad (21) : Amzer a zo bet (un)

da’m mignon
    Arzhur de la Borderie

I

Un amzer a zo bet, ha na vije klevet
[’N] Hon touez nemet yezh Breizh : war ar maez ’vel e kêr,
Holl ’komzemp ar yezh kozh gant hon tadoù komzet,
E Gwened, e Kernev, Leon ha Landreger.

Un amzer a zo bet, ’oamp gwisket ’n ur c’hiz all ;
Pep hini ’n doa tog bras, bragoù bras ha chupenn,
Ha na oamp ket heñvel ’barzh e Breizh eus re C’hall,
Ha na oa ket touzet hor blev hir war hor fenn.

E Breizh-Izel (20) : C’hiz (ar)

Ur gomaer ’n’en deo he farez
Eo ar C’hiz. D’an holl eo mestrez.
Pe hi ’vo koant, pe divalô,
Ar bed a lak da vont en-dro.

Kaer en deus bezañ iskis, skeiñ
Evel un dall e-biou, a-gleiz,
Mar gra van da c’hwezhañ he fri
Flip, sodig kaezh ’ra evelti.

E pep seurt ’renk tud va c’homaer ;
Pesketa ’ra er seminer ;
Ouzhpenn ur Vari-Madalen
’Grog sioul e beg he gwialenn.

Lili ha roz gouez (28) : Janed

Pa yeas Janed e kêr, n’he doa nemet koefoù,
Met evit heul ar c’hiz e tougenas togoù.

Gant Janed, kennebeut, n’oa nemet ul lostenn,
Kemeret a reas div, ruz unan, eben gwenn.

He c’herc’hen oa ken aes a-zindan he sae c’hloan !
En em c’hweskel a reas evit kaout kerc’hen voan.

E brezhoneg hepken e kane kantikoù,
En ur galleg divezh e kan bremañ sonioù.

Klevet a rae bep sul oferenn, gousperoù,
Hogen ar sul bremañ zo roet d’an ebatoù.

Poésies de Georges Le Rumeur : Estrañjourien (an)

Bep hañv, ar C’hallaoued, heñvel ouzh brini gouez,
War hon aodoù dinamm ha war hon lanneier
Ken peoc’hus, koulskoude, a-vandennoù a gouezh,
Dic’hlannañ ’ra o rumm betek en hon tier !

En hon touez e vevont lorc’hus, e trec’hourien,
Kalz plijadur o deus o c’hoarzhin goap ouzhomp,
Met ni, hep ober van ouzh ken vil mac’herien,
Tal uhel ha didrouz, gant hon hent a kerzhomp !

Telenn Arvor (09) : Aotroù Flammig

    war don Ar vamm Mikaela

Setu Aotroù Flammig, gwisket flamm, gwisket kaer,
N’eo ket mui ur maeziad, n’eo ket c’hoazh ur paotr kêr.

Sellit e benn touzet, touzet gant ar c’hreoñer :
N’en deus ket blev hir, n’en deus ket blev berr.

Dont a ra eus ar skol, klevomp holl e brezeg :
N’eo ket mui brezhoneg ha n’eo ket c’hoazh galleg.

Fougeer ha direizh, war bep dra ’grog e zent :
Goap a ra war an diaoul, goap a ra war ar sent.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix