Thème : le Mal

Amour et foi (26) : Caliban

À M. le Comte de Villa-Franca

Quand l’homme d’Albion que l’univers réclame, 
Quand le barde eut créé d’un souffle de son âme 
Le sylphe aux ailes d’or, le brillant Ariel, 
Il voulut à la fois, par un contraste étrange, 
Placer l’impur démon face à face avec l’ange. 
     Et l’enfer près du ciel. 

Amour et foi (47) : Pendant la nuit

Quand Jéhovah déploie autour de nos demeures
Le linceul de la nuit, quand la chaîne des heures
          Tombe anneau par anneau,
Et qu’au bruit d’un vent sourd qui hurle à ma fenêtre,
Je viens de méditer cette œuvre du grand maître,
          Le terrible Inferno ;

Doue ha ma bro (06) : Ifern (an)

    Kanaouenn distroet a vrezhoneg Kemper e brezhoneg Gwened ha chañchet un tammig

    Diskennomp holl, Kristeien, en ifern da welet
Poanioù ken kriz ha spontus an ene[añ]où daonet,
A zo, dre goler hon Doue, dalc’het e-kreiz an tan,
Rak n’o deus ket bet miret lezenn Doue er bed-mañ.

Dreuflezenn da Baol gornek (un)

Ur wech ez oa, ur wech n’ez oa ket, hag ur wech ez oa bepred. Ur wech eta ez oa ur paotr, Yann e anv, ha n’en doa ket madoù er bed-mañ nemet Janed e wreg, un ti diouzh feurm, hag ur c’harrdi e lec’h ma tastume e loenedigoù. Daoust d’o nebeut a zanvez, an daou bried yaouank a yoa meurbet eürus, ha n’o doa ken aon nemet e tevje o zi, e kouezhje ar c’hleñved war o chatal, hag e teuje... an diaoul davet o ene.

Ar c’hleñved ne gouezhas ket war ar chatal ; an tan-gwall avat a deuas, hag an diaoul ivez.

Huñvre aotroù person Plogoñv

An ael a yoa kreñv, me ’lavar, hag a c’hwezhe kalet o lakaat ar mor pennfollet da redek hag an tarzhioù da freuziñ war ar renkennadoù rec’hier a zo hadet etre enez Sun hag aber an Anaon. Klevet a raed a-benn ar sac’hadoù mor oc’h en em deuler, gant un trouz da vouzarañ, e Ifern spontus Plogoñv.

Unnek eur a yoa nevez skoet e tour krinet an iliz gozh ; an aotroù person, Youenn Kermadeg, a yoa en e bresbital o kas e chapeled d’ar Werc’hez.

Nikolazig (32) : Pevare arvest (ar) – kentañ taolenn, II diviz

KOATMENEZ, MARK ARDEVEN

ARDEVEN, harpet war e vranelloù
Me eo, Aotroù. N’eo ket gwall soupl va c’horf ken.

KOATMENEZ
                                                                                       Ha !
C’hwi eo, Mark Ardeven ! Gwall lakaet ’oc’h.

ARDEVEN
                                                                               Ha ! Ya !
Klevet ho peus ?… Setu dek sizhun ’zo dija.

War hent Bethleem (04) : Lodenn II a c’hoarier (al)

Dirak ti ar maj Balthazar, e bro ar C’halde. E deun eus an teatr, pilerioù maen, etreze gwelet a reer an toennoù gwenn eus ur gêr bennak. Noz eo.
Ar re a c’hoari el lodenn-mañ :
Balthazar, ar Gwall-Spered, Gaspar ha Melkior.
 
BALTHAZAR e-unan, lunedoù hir en e zorn, levrioù ha paperioù en-dro dezhañ, ar Gwall-Spered war-dreñv e gein.
Ne splann ket ar sterenn, kaer em eus he gortoz.
Nann, kaer em eus furchal an donded eus an noz,
E-mesk ar stered gozh anavet a werz zo

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix