Thème : la Campagne

Bepred Breizhad (17) : War ar maez

 Em c’hoazez war ar geot, dindan ur gistinenn,
Tost d’ur c’hleuz goloet a vleuñv balan melen,
E sellen a bep eil an oabl hag an douar...
Rak an heol ez oa sklêr, hag an avel klouar.

Ma lavaren ’vel-henn : « Bravañ ma’z eo bevañ
War ar maez, e miz Mae ! — Dre holl ’weler bremañ,
Er c’hoadoù, er pradoù, delioù glas ha bleunioù,
Ha dre-holl zo c’hwezh-vat, er parkoù, en hentoù.

Bepred Breizhad (19) : Prad falc’het (ar)

Setu falc’het ar prad ! — Dec’h, pa’z on tremenet,
Oa plijadur ’gwelet, ’n touez ar geod, ar bleunioù,
Ken sart o daoulagad, ken pinvidik livet ;
Ha selaou ar skrilhed ’kanañ dezho sonioù !

A bep ment, oa eno, hag ivez a bep liv,
Re c’hlas ha re velen, ha re ruz ha re wenn,
Hag holl ez oant laouen, goude ar gwall deizioù,
Ha ken koantik ’savent, pa dremenen, o fenn !

Mouezhioù an Abardaez-Noz (13) : Valaneg (ar)

Dreist ar gwez galloudus hag ar c’hoadoù teñval,
Me ’gar balaneier en avel o fiñval ;

Dre greiz o renkennoù balioù digoret,
Ha gwisket penn-da-benn a vleunioù alaouret ;

Pe, dar[e]vet gante an had en e glaouier,
O son, pa ’n em stokont, ’vel tammigoù kleier.

Me ’gar ar valaneg don, uhel ha ledan,
Loar splann war he gorre, teñvalijenn dindan ;

’Lec’h ma klever, e-pad an nozvezhioù klouar,
Treid noazh Kornandoned o skeiñ war an douar.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (18) : Son al lann

war an hevelep ton gant hini ar pardon

Da veuleudi, lann aour melen,
A rank diston war va zelenn ;
Da gaerder atav a ganin
Tra vo mouezh ha buhez ganin :
Te zo, ’gav din, penn-kil-ha-troad,
Heñvel-touet ouzh ar Breizhad.

Te n’eo ket brav lamet ganit,
Kregiñ ennout zo dic’hounit :
Bezañ ’teus ivin hir ha lemm,
Penn hag a bik, drein hag a flemm ;
Ret eo ivez bezañ paotr mat
’Barzh dont a-benn eus ar Breizhad.

Poésies complètes de Charles Le Goffic (44) : Triptyque

    A Rémy Saint-Maurice

    I

SUR LA ROUTE DE L’ILE-GRANDE

Octobre est venu :
Une route droite,
Qui file et miroite
Sur un plateau nu ;

De grises nuées,
Vers Crec’h-Daniel,
Traînant dans le ciel,
Comme exténuées ;

A l’angle d’un champ
Un mouton qui broute ;
Au bord de la route
Un chaume penchant.

Poésies de Georges Le Rumeur : Serr-noz

          D’an aotroù Maréchal « Bleiz Lanvaoz »

Ahont ’n ur c’helc’h gwadek an heol ruz baleer
A gouezh, ha gant an noz, war al lann a ziskenn
Ar sioulded, hag a-dreuz d’ar vro na glever ken
An heklev o tridal ouzh kan ar mesaer.

Un aezhenn flour ha skañv, hep trouz, a nij en aer,
A-wechoù ’kreiz ar peoc’h mouezh pell ar gwagennoù
A sav leun a anken, hag o c’hlemmadennoù
A luskell dudius va ene huñvreer.

Poésies de Georges Le Rumeur : Va ene

Te da unan, Armor, eo bro va huñvreoù.
Pa gousk an den, e-kreiz an noz du, va ene,
’Trezek da lanneier didrouz ha da vorioù,
A nij, hep aon ebet ouzh yudoù an arne.

Hag ’us dezho p’arru, diskenn a ra, joaius,
’Vit koroll ’sambles gant an duzedigoù,
Pe ’vit en em deuler e divrec’h likaouüs
Ar morgwragez a gan war c’horre ar gwagoù.

Ha pa ’neus tañveet a-walc’h d’o lidoù gouez,
Muioc’h eget biskoazh naonek a visterioù,
Adkemer ’ra e nij, en avantur-Doue.

Poésies d’Yvon Crocq : Hentoù kozh va c’hêrig

Pa zistroan bep bloaz da’m lanneier bras-divent
Da welet adarre va zad, va mamm, va zud all ;
Kaer am eus, va daeroù puilh ha stank a red kerkent...
Va spered a vez leun eus soñj an amzer gwechall
Pa valean en hent a gas da di va c’herent !

Teñval eo an hent-se, strizh evel ur wenodenn,
Goloet a vegoù mein, hader e-barzh ar pri-prad ;
Dre greiz an delioù glas en em sil ar sklêrijenn ;
War ar c’hleuzioù uhel an derv, war div renkad,
A zi ken stank ma kuzh bolz an Neñv a-zioc’h ar penn.

Poésies d’Yvon Crocq : Mouezh ar c’horn-boud

Kemer a ran plijadur o selaou da serr-noz
Ar c’horn-boud o tregerniñ, er c’hoadoù derv kozh,
Pa vez ar chas oc’h harzhal holl en-dro d’ar c’harv,
Pa zistro ar chaseour d’e gêrig, skuizh-marv.

Pa vez an den o selaou, e skouarn o c’hedal,
E c’hell klevet un heklev o skeiñ en noz du-dall,
Heklev skiltrus ar c’horn-boud kaset gant an avel
Deus an eil gwezenn d’eben, hag atav pelloc’h-pell.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix