Thème : Kêr-Is

Arvor (l’) (70) : Submersion d’Is

LÉGENDE DE CORNOUAILLE

          Ab’oe eo beuzet ar gêr a Is
          Den n’eus kavet par da Bariz.
          Depuis qu’est noyée la ville d’Is,
          Personne n’a trouvé l’égale de Paris.
                              Vieil adage

I

Breizh (04) : Bale Ahez

War Menez-Hom pa bar al loar, 
Pleg* Douarnenez zo dispar.    [evit bae] 

’Vel ma dosta d’an abardaez, 
Ar pesketaer ’traoñ d’ar menez.

Ar pesketaer tro ha distro, 
A dro da sec’hañ e rouedoù ; 

Azezet goude da c’hortoz 
Betek ma vo kou’et* ar serr-noz,    [evit kouezhet] 

’Mañ o selaou mouezh an avel 
Ur vouezhig-noz a sav a-bell. 

     **** 

Breizh (11) : Mor-verc’h (ar)

Merc’hed Landreger zo ken koant, 
’Vel melezourioù en arc’hant. 

Hini ’velkent ’reas al lezenn 
Evel unan ’oa stoubennenn, 

Ul lagad lemm, un dornig fresk, 
Ur c’horfig mistr evel ar pesk. 

E ribl ar mor oa he zi plouz, 
’Lec’h ’vije ’wechoù ur gwall drouz, 

Ha na den na loen koulskoude, 
Hag an nor digor en ti-se. 

Nemet gant un darn ’ve lâret 
Ar stoubennenn oe diskennet 

Chanson de la Bretagne (la) (55) : Chant de mer

    A la mémoire d’un frère

La mer qui chante a la voix douce.
Hou… hou ! … Chant de mer, chant d’amour !
Ohé ! Les gars, à qui le tour ?
« Viens, petit Breton, fais-toi mousse !

Je suis celle qui vit encor
Au palais bleu de la légende,
C’est moi la reine qui commande
Sur Ker-Is et sur Occismor.

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (25) : Diougan marv Par-Is

war don Diougan Gwiklan (Barzhaz Breizh

Arruout ’ray ivez da dro, 
’Vel arruas hini Kêr-Is ; 
Tostaat a ra Ael ar Marv, 
Kêr an techoù fall, o Pariz ! 

Diouganet eo bet se dit, 
Gant ur barzh bennak dianav… 
– Berr an neudenn war da werzhid !… 
Da lestr n’eo ken nemet ur skaf !… 

Hervez skrivet gant an Darvoud, 
El levr ’lec’h ’mañ hor planedenn, 
Setu an douar dindanout 
Mengleuziet ’vel ur goloenn. 

Poésies de Georges Le Rumeur : Enez Eusa

E-kreiz mor brumennus an hanternoz, kollet,
Enez Eusa, enez an euzhusted, evel
En ur c’havell a hun !… Hep arsav luskellet
Gant krozmol ar c’hoummoù ha yud gouez an avel.

’Mesk ar reier, a nij ’us dezho morvrini,
A vev paotred hardizh, hep aon ’rak an arne,
Ha merc’hed koant ha fur, met leun a velkoni
Ha gant broud an anken strafuilhet o ene.

Rak tro-war-dro dezhi ar vorgwragez daonet
A vouskan hag a chalm o selloù entanet,
O c’halonoù da galz eus he mordeidi

Poésies d’Yvon Crocq : Sorserez (ar)

           da’m c’hendiskibien ar barzh Jos Albaret
               ha Yann Donnard, diouzh Pontekroaz

– Dindan sklêrijenn velen ar c’hann-loar
Piv ’deu du-hont dre sioulder al lanneg,
Nemet ar miliner, Fañch al Lontreg ?
Mezv bep foar, bep sul, an holl her goar.

Distroiñ a ra d’ar gêr ar miliner divezh,
Goude bezañ lezet e gwer an ostizez
E dammig skiant vat hag e c’hounidegezh.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix