Thème : l’Humour

Bazh Sant Gwenole (03) : I Diviz

Pa sav an tenneris, gwelet a reer Alanig kousket diouzh troad ur c’hwezenn ha Sant Gwenole, gwenn-kann en e zilhad manac’h, o reiñ dezhañ ur vazh, en ul lâret :

Bombard Kerne (09) : Mouezh ar c’hleier

Mouezh ar c’hleier 
kinniget 
da eostig Koad-an-Noz 

  Y.M. AR YANN 

Eostig koant, er c’hoad uhel, 
Te ’gan meuleudi Breizh-Izel, 
Me ’gar ivez, ma bro Arvor, 
Gant he sae vrug, he c’houriz vor, 
Min-Du a zo ur c’hi leal, 
Hogen ne oar nemet harzhal. 

war don Emgann an Dregont 

Bombard Kerne (10) : Hent-houarn (an)

  I 
  
An hent-houarn ! An hent-houarn ! 
Bouzaret eo ma divskouarn, 
O klevet an dud o rakat 
Evel glazarded en ur prad ! 

Hent an Ifern ! ’me Yann Gegin : 
Ijin ouzh ar Spered-Malin ! 
Deiz ar varn, siwazh ! a zo tost, 
Pa’z a Lusifer da vestr-post ! 

Hent ar foultr ! ’me ur c’harretour : 
Barnet ’omp ganit d’evañ dour, 
Konduktored, postilhoned, 
Kement a vev ouzh stag ar foet ! 

Bombard Kerne (12) : Hirvoudoù ar chaseer

    kinniget 
    da’m mab Prosper 
    telegrafier 

war don gallek La St Hubert 

Gag e pep lec’h ! ha gag bepred ! 
Sier goullo ha min mouzhet, 
Setu petra eo ar chase. 
Ha keuz ’teus c’hoazh d’an didu-se ? 

    **** 

Bombard Kerne (13) : Paourkaezh Lazar (ar)

graet gant un den nevez-zistro eus ar bed all 

war don Maout ar Goff ha maout ar Gall 

War ma feiz ! ma mignoned, 
Divalav ’on bet gwasket. 
Soñjal a raen, e taol-mañ, 
E rankjen lipat ma loa. 

DISKAN :
 Tra, la, tra, la, tra, la, la ! (bis) 

An Ankoù, an douilhez kriz, 
Evit ma stlejañ, ganti, 
E bro teñval ar goued*,    [pe gozed] 
Kalz, kalz, he deus c’hoariet. 

Bombard Kerne (15) : Louarn besk (al)

war don Seziz Gwengamp 

    I 

Ul louarn kozh, bremañ zo pell, 
A gollas e lost er brezel ; 
Setu Alanig ar bourdoù 
Da brezeg enep al lostoù. 

« – Troc’homp ! Troc’homp ! Hor strobelloù 
Mat da skubañ fank an hentoù ! 
Traoù disklenk hag a sac’h en drez, 
Ur c’hrog fonnus d’ar chas, lies. » 

C’haper droch (ur)

Ne fell ket din, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz. Nann, nann ! Pell ac’hano ! Krediñ a ran koulskoude ez eus dre eno un amziod, un hanter fur bennak, evel  el lec’hioù all. Ar C’haper a zisplegin deoc’h e zoare, ne oa nag eus Kledenn nag eus Plogoñv ; eus an Enez Sizun e oa genidik.

C’hemener (ar) (02) : Kentañ pennad

YANNIG, AR VUGALE

Yannig, azezet war un daol, kroazet e zivesker dindanañ, a gan en ur c’hwriat ; darn eus ar vugale a sell outañ o labourat ; ar re all, bodet en ur c’horn eus an ti, a zo o c’hoari ar c’hartoù. Gwennael ar yaouankañ, a zo kousket, war un daol, e-tal ar c’hemener.

C’hornandoned (ar) (03) : Kentañ diviz

Ul lanneg vras gant ur maen-hir en he c’hreiz. – Noz du-dall eo. – Klevet a reer ar binioù hag ar vombard o c’hoari evel pa vefent pell-kenañ. – An traoù a dremen da Veurzh al Lard diouzh an noz.

E Breizh-Izel (09) : Dro vale en Ifern (un)

Darn a weler touzet gant ar falz Purgator.
War gement-se ’meus graet ur pennadig istor.
Rak aon ouzh an ifern darn all zo o vougañ ;
Ur gomzig d’ar re-mañ ’meus mall da zisplegañ.

« Petra, ma mabig paour, petra ’maout aze c’hoazh,
Hep bezañ furaet tamm ? Birviken na vi gwaz. »
Biken ! Klevout a rit-hu pezh a lâre an tad,
Hast gantañ da welet e baotr ober neuñv(1) vat ?

E Breizh-Izel (10) : Taol sell er Baradoz (un)

Bremañ pa ’meus roget e burgator d’ar pap,
Mouget tan e ifern e pehini a stlap,
A-bouez e zivrec’h foll, niver bras a dud kaezh,
Me ’gav din a rin mat hel lakaat el lec’h aes.

Deus ’ta da’m Baradoz, kar pell d’an ebestel.
O ! glac’har ma ene ! me ’wel an Tad Santel
Stouet ’vel un ael plastr dirak ar burzhudoù
A strink dindan e veg war treuzioù an neñvoù.

E Breizh-Izel (19) : 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell

Nag a bet a glever bemdez oc’h hirvoudiñ
War bilig ar mizer ’zo kouezhet en o zi,
Hag a chom ’vel peulioù, pa n’o deus ’met plegañ
Evit rastellat aour ’leizh ar wazh o ruilhañ !

Un den mat eus Stirling, Bro-Skos, ’lavar deomp-ni
An Aotroù A. Cadot, ’zo pastor e Chauny,
O vezañ skuizh moarvat gant e sac’hadoù aour,
’Neus laket en e benn reiñ un toullad d’ar paour.

Gontadenn eus bro ar C’haperien (ur)

Gwechall-gozh (abaoe zo ken pell amzer ma n’eus ket mui war an tamm douar-mañ kalz a dud o kaout eñvor a gement-se), gwechall eta, ar parrezioù tro-war-dro da Veg ar Raz a oa ur vro dispar, ha n’eo ket ur vro dizolo, hep brouskoadoù, hep disheoliennoù, hep laboused evel hiriv, n’eo ket ur vro glac’haret hag heñvel a-walc’h, dindan he oabl peurvuiañ du ha leun a vogidell, ouzh Intañvez an Enez Sizun dindan he mantell a gañvoù.

Gwerzioù ha kanaouennoù (01) : Er baradoz

     da’m breur Louis, mordead
     war don Les sabots de la duchesse Anne

En noz all edon en eorez,
    Kousket, ur sulvezh,
Gant kenvreudeur merdeidi,
    Gwaskedet hon tri ;
Hag e ris un huñvre souezhus,
    Dont a rae eus Aelez Jezuz
        A ! A ! A !
Selaouit an huñvre-mañ !

Iliz Digor (an)

    Ur c’hemener eus Kinoualc’h e Berrien a veze o wriat a-hed an deiz. Pa zeue d’ar gêr, e c’houlenne e vugale digantañ avaloù ha per, a-wechoù frouezh all, hervez koulz ar bloaz.

Ma eontr kozh, Perig al lakez, a zo kaset gant e dud da zeskiñ e vicher a gere e ti tonton Lan, kere ar Gozker

Arabat eo d’an dud yaouank, petra bennak ma’z eo skañv ha distagellet mat o zeod en o beg, en em lezel da gouezhañ e pec’hed ar merc’hed kozh, ar randonenned-se a ve klevet dalc’hmat o kontañ doareoù an nesañ, hag a ve gwelet bec’h war o gorre, kement a reont flip, flap, flep ! o klask kaout droug a-walc’h da lavaret diwar-benn ar re all ! Mard eo fall d’un den drouk-komz eus e nesañ, gwashoc’h c’hoazh eo dezhañ dizoloiñ ha disklêriañ, d’an neb a gar selaou anezhañ, troioù e gerent kamm pe digamm evel ma’z int.

Pare d'ar re vouzar (ar)

Tri bloaz a oa bet, d’an Nedeleg, abaoe ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, botaouer-koad e Sant Tei. Ya, tri bloavezh diouzhtu-diouzhtu, ha bouzar me ’lavar deoc’h, bouzar diouzh an daou du. Ha c’hoazh, hep dezhañ gouzout doare penaos : nijet e oa ar c’hlevoud diouzh e zivskouarn hep lavaret da belec’h ez ae na netra, e-giz ma nij al labous diouzh e gaoued pa gav an nor digor, pe c’hoazh evel ma tec’h al laer, eeun dirazañ, pa vez bet oc’h ober e dro en un tiegezh bennak. Bouzar, hep douetiñ penaos na perak, ma n’eo ket un druez, Aotroù Doue !

Poésies de Gabriel Le Febvre : Fentadenn (ur)

Gwechall-gozh ’veve, n’on ket p’lec’h,
(Seurt ankoua a zo direbech)
Ur sant ken kuñv, ken hegarat,
Ken karantezus ha ken mat,
Ma ziskampe an aeligoù
’Vel dre laerezh deus an neñvoù
’Vit ar blijadur da spial
Un den ouzh Doue ken hañval*.    [heñvel] 

Trubuilhoù an aotroù Gargam (03) : Arvest kentañ, I diviz

AN AO. GARGAM, e-unan
Ma chom hiriv brav an amzer
Me a redo dre ’l lanneier
War-lerc’h ar glujar hag ar c’had ;
Am bo anezho ur sac’had…
Na diskuizh ’vo o divesker
Ma tec’hont krenn va zennoù taer !…
Disadorn, o pebezh dudi !
Evidon-me distreiñ da’m zi
Gant un toulladig gedon brav
Da ober un tamm lip-e-bav !…
Ya, peadra da regaliñ,
Div ha teir gwech, holl dud an ti !…
O feiz, me ’lâr hep fougeal,
N’eus ket par din da chaseal ;
Me, ’gred ’on moumoun Sant Hubert

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal