Thème : les Héros

Arvor (l’) (20) : Homme de fer (l’)

          Notre-Dame ! Notre-Dame !

En ce temps-là l’Arvor, où germent les lauriers,
Vit naître le plus grand de ses anciens guerriers.
Tout enfant, son humeur indomptable et hautaine
Avait laissé prévoir le futur capitaine
Qui ferait tout trembler sous son bras valeureux.
A quinze ans il était déjà la fleur des preux.

Arvor (l’) (25) : Lez-Breizh

               I

Amis, s’il est un nom chéri de la victoire,
C’est celui de Conan, si beau dans notre histoire,
C’est celui du héros dont les vingt-quatre enfants
Prêchèrent Jésus-Christ dans la Grande-Bretagne.
Conan Meriadec est notre Charlemagne,
Les Romains avaient peur de ses coups triomphants.

Arvor (l’) (38) : Mang (le)

Dieu l’avait façonné pour les rudes batailles.
Son cœur était de bronze et son bras était fort,
Son large front avait de profondes entailles ;
Il adorait le Christ et méprisait la mort.

La devise de Welf : « Ma peur se nomme aucune »,
Convenait à merveille au loup de mer breton ;
Il gardait aux Saxons (1) une vieille rancune,
Quand le bal commençait, il leur donnait le ton.

Barzhaz Breizh : Alan al Louarn

Al Louarn barvek a glip, glip, glip, glip, glip er c’hoad ;
Gwa konikled arall-vro ! lemm-dremm e zaoulagad !

Lemm e zent ha skañv e dreid hag e graban ruz-gwad !
Alan-al-Louarn a glip, glip, glip : argad ! argad !

Ar Vretoned a welis o lemm’ o c’hlaouier wall,
Narenn war higolenn Breizh nemet houarnezh ar Gall.

Barzhaz Breizh : Alarc’h (an)

Un alarc’h, un alarc’h tramor,
War lein tour moal kastell Arvor !

Din, din, daon ! d’an emgann ! d’an emgann !
O ! din, din, daon ! d’an emgann a an !

Neventi vat d’ar Vretoned !
Ha malloz-ruz d’ar C’hallaoued !

Din, din, daon ! d’an emgann ! d’an emgann !
O ! din, din, daon ! d’an emgann a an !

Erru ul lestr, e pleg ar mor,
E ouelioù gwenn gantañ digor ;

Barzhaz Breizh : Bale Arzhur

– Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d’ar gad ?
Deomp, kar, deomp, breur, deomp, mab, deomp, tad !
Deomp ! deomp ! deomp holl ! deomp ’ta, tud vat !

Mab ar c’hadour a lavare,
’Lavare d’e dad, ur beure :
– Marc’hegerien war lein ar bre !

Marc’hegerien o vont e-biou,
Mirc’hed dindane, glas o liv,
Oc’h hinteal gant ar riv !

Stank-ha-stank, c’hwec’h-ha-c’hwec’h, e ri ;
Stank-ha-stank, e ri, tri-ha-tri ;
Mil goaf ouzh an heol o lintriñ ;

Barzhaz Breizh : Diougan Gwenc’hlan (1)

Pa guzh an heol, pa foeñv ar mor,
Me ’oar kanañ war dreuz ma dor.

Pa oan yaouank me a gane ;
Pa’z on deut kozh, me ’gan ivez.

Me ’gan en noz, me ’gan en deiz
Ha me keuziet koulskoude.

Mard eo ganin stouet ma beg,
Mar ’meus keuz, n’eo ket hep abeg.

Evit aon me n’am eus ket,
’Meus ket aon da vout lazhet ;

Evit aon me n’am eus ket,
Amzer a-walc’h ez on-me bet.

Pa ’vin ket klasket ’vin kavet ;
Ha pa’z on klasket n’ez on ket.

Na vern petra a c’hoarvezo :
Pezh a zo dleet a vezo.

Barzhaz Breizh : Droug-kinnig Nomenoiou (1)

An aour geotenn a zo falc’het ;
Brumenniñ raktal en deus graet.
         – Argad ! –

– Brumenniñ ’ra, a lavare
An ozhac’h meur, eus lein Are ;
         – Argad ! –

Brumenniñ, teir s’un zo, teñval,
Ken teñval, war zuioù Bro-C’hall,

Ken n’hallan gwelet e nep giz
Ma mab o tonet war e giz.

Marc’hadour mat, o vale bro,
’Klevas-te roud ma mab Karo ?

Barzhaz Breizh : Janedig-Flamm (1)

– Petra a ya gant ar menez ?
Ur rumm maout du ’gredan eo ; –

– Ur rumm maout du ned eo ket ;
Soudarded, ne lavaran ket,

Soudarded a Vro-C’hall o tont
Da lakaat seziz war Henbont. –

Barzhaz Breizh : Lez-Breizh – C'himiad (ar)

Pa oa paotr Lez-Breizh e ti e vamm
En devoe bet ur pedeiz* estlamm :    [un deiz] 

Ur marc’heg o tonet gant ar c’hoad,
Hag eñ penn-da-benn harnezet mat.

Hag ar paotr Lez-Breizh ’dal’ m’e welas
Arvariñ ’oa Sant Mikael a reas ;

Ha war e zaoulin en em strinkas
Hag en em groazañ prim a reas.

– Aotroù Sant Mikael, en an’ Doue,
Na it ket da ober droug din-me ! –

Barzhaz Breizh : Merzhin – Merzhin barzh (1)

Ma mamm-gozh baour, em selaouit*    [K silaouet] 
D’ar fest am eus c’hoant da vonet ;

D’ar fest, d’ar rederezh nevez
A zo laket gant ar roue.

– D’ar rederezh na yefec’h ket,
D’ar fest-mañ na da fest ebet ;

Na yefec’h ket d’ar fest nevez,
Gouelañ ’peus graet ’hed an noz-mañ* ;    [K -me] 

Na yefec’h ket, mar dal ganin*,    [K gane] 
Gouelañ ’peus graet en ho huñvre. –

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (20) : Dihun Breizh

Piv eta na welas, war lein ar menezioù, 
Arzhur, ar Roue meur hag e dud a vrezel ? 
Arzhur n’eo ket marv. Lemmomp hor c’hontellioù, 
Da droc’hañ ’n hualoù ’zo e treid Breizh-Izel… 
Barzhed, dornatit ’ta kerdenn an Delenn dir, 
Sonerien, c’hwezhit ’ta en ho sac’h-binioù : 
Breizh a zo disparlet, dihunet eo ’vit gwir. 
– Arzhur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoazh marv. 

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (38) : Evit skeudenn Nominoe

Morvan Lez-Breizh, ha te marv !
Marv ’vefe ganit ar vro ?…
War da lerc’h te, roue merzher,
Kavout ’rafe c’hoazh ur salver ?
Piv he degasfe d’ar vuhez ?…
          – Nominoe.

Morvan ’baeas an drouk-kinnig
D’ar Gall gant houarn en e gig.
Morvan lazhet, setu hor Breizh
D’ar C’hallaoued, adarre, preizh.
War o roue piv a drec’hfe ?…
          – Nominoe.

Peronig

Peronig a voa ur paourkaezh bugel dianzavet ; riblañ a rae tu-mañ, tu-hont, o vont en e raok, hep gouzout da belec’h. Evañ a rae d’ar gwazhioù dour, da derriñ e sec’hed, ha goulenn digant ar merc’hed en em gave war dreuzoù o ziez un tamm bara, p’en deveze naon. Pa zeue c’hoant kousket gantañ, e klaske ur bern kolo bennak.

Poésies de Georges Le Rumeur : Banniel Breizh

O banniel benniget ! Arouez digailhar Breizh !
Bewech ma sellan ouzh da erminigoù flamm,
Bewech, va c’halonig a wir Vreizhad a lamm
Gant fouge ha gant stad ha gant dudi em c’hreiz !

Pa strakez en avel, me ’gred eo va Mamm-Vro
A glevan o c’hervel he mibien hirvoudus
D’en em unaniñ start ’vit bezañ galloudus,
Hag hep aon dirak nerzh ar Frañsizien c’harv !

Poésies de Georges Le Rumeur : Nominoe tad ar Vro

          d’ar barzh « Eostig Kerineg »

D’ar c’houlz-se hon Mamm-Vro, skedus en he braster
’C’helle kemerout plas ’touez ar broadoù all,
Rak ur rener dispont, karadek ha leal,
Anvet Nominoe he sturie gant preder !

Dre ijin e spered, ha nerzh e galonder,
Reiñ a reas dezhi he frankiz a wechall !
Pa fiñve beg e viz, hepken, Charlez ar Moal
A grene gant ar spont en despet d’e Veurder.

Trec’h eo bet e pep lec’h d’ar Frañsizien divezh,
Hag e-kreiz emgannoù spontus ha diziwezh
’Neus lemet digante meur a vro dudius !…

Poésies de Georges Le Rumeur : Pedenn

          d’an drouiz-veur « Kaledvoulc’h »

Ior azeulet ! Ior galloudus !
O kemer damant ouzhimp-ni !
Lak an esper da zihuniñ
En hon c’halonoù hirvoudus !

D’hon barzhed kadarn, ro skoazhell
Evit ma c’hellfont kas da vat
O labour santel, ha kreñvaat
Spered enorus Breizh-Izel !

Ro, ’vel gwechall-gozh, d’hon divrec’h
An nerzh dall ret ’vit kaout an trec’h
War hon holl waskerien c’harv !

Skuizh ez omp o c’houzañv, o mestr !
Ro deomp-ni ur Vro digabestr
          Pe ar marv !!!

Poésies de Georges Le Rumeur : Sonig a vrezel

Krenit war ho tivhar, tud lorc’hus a Vro-C’hall
Ha c’hwi tud a Vro-Saoz !... ’Glevit ket o youc’hal
Gant ur vras a fulor, dre-holl ar Vretoned
Enep deoc’h ha d’ho re a-nevez unanet ???...

’Glevit ket o trouzal e-kreiz al lanneier
E donder ar c’hoadoù mouezh dir ar c’hlezeier ?...
’Glevit ket e pep lec’h o kanañ ar Varzhed
Hag o respontañ d’e an heklevioù kuzhet ???...

Poésies d’Yvon Crocq : Nevenoe

Abaoe pevar c’hant vloaz, Breizh-Vihan oa flastret ;
Dindan treid ar gouezidi e chomas pell moustret.
Dindan yev ar Romaned ha tud an Hanternoz
Siwazh ! Izel e plegas pennoù hon tadoù-kozh.

Re a zizunaniezh a rene dre Bro-Vreizh,
Ha bagadoù an estren a sailhe war o freizh.
Soñjomp pizh, brogarourien, ha tennomp ar gentel :
En em vodomp, mar klaskomp an trec’h da Vreizh-Izel.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix