Thème : la France

Ballades de Jean Meschinot (04) : Et tous ses faits ténébreux se réprouvent

Qui prend le nom sans les faits de noblesse
Abuse autrui et son propre honneur blesse,
Car mentir fait ceux qui bon[s] les lui donnent.
Ce cas lui vient de cœur plein de faiblesse
Quand il ne veut conduire gentillesse*    (conduire gentillesse a le sens de montrer sa noblesse)
Comme les lois des vertueux l’ordonnent.
Par ce moyen faut bien qu’il se convie*    (qu’il vienne lui-même)
A la peine qu’il a jà* desservie    (ou déjà)

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (19) : Diwriziennet (an)

– Pelec’h ’out o vont, ’vel un dall ?
’C’houlenn Kezar digant ar Gall.

– Me n’ouzon ket, eme hemañ,
Kollet ’meus ma hent, e gredan.

– Ac’hanta, doug ma bec’h diouzhtu ;
Met na vefomp ket ni arru
E penn ma hent ’raok pemp kant bloaz,
Rak c’hoazh em eus da vroiata.

Ha pemp kant bloaz ’neus ar Gallo
Douget samm ar Roman garv.

    ***

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (36) : Broad sklaved !

Marv ennoc’h evit biken,
Marv elvenn al librentez
Ha sec’het ennoc’h ar vammenn,
Ar vammenn c’hwek a garantez,
C’hoant hoc’h eus bremañ d’hol lakaat
Heñvel ouzhoc’h-hu, Gallaoued :
Koll e vefet ’barzh an argad,
     Broad sklaved !

E Breizh-Izel (22) : Enor

Enor d’hor soudarded ha d’hor martoloded
A ya ken kalonek betek ar broioù pell
Da ziskouez d’ar bed holl e ouzont c’hoazh mervel
Evit ar Frañs. D’he c’hlemm ? « Va anv ken brudet

Zo bet saotret e Chin ; hen netaat a zo ret. »
He bugale raktal ’deus kroget ’n he banniel
Hag eñ hen dougen sonn ’lâront a vouezh uhel :
« Ra vezo da viken doujet hor Mamm karet ! »

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix