Thème : la Forêt

Telenn Arvor (11) : Derv (an)

    war don Klevomp, kozh ha yaouank

    I
Kanomp holl an derv, roue ar c’hoadoù bras !
Kanomp holl, tud yaouank, ha kanomp ar gwez glas !
Kriz eo an hini a droc’h an dervenned :
Allaz ! Kement a wez e Breizh zo diskaret !

    II
Ar gwez a zo santel ! Ar gorriged*, bemnoz,    [evit ar gorriganed] 
A zeu da gorolliñ war-dro an derv kozh ;
Hag an anaon kaezh, da sklêrder al loar,
A skuilh eno daeroù, daeroù war an douar.

Chanson de la Bretagne (la) (12) : Chanson des chênes (la)

Chantez aux enfants la chanson des chênes !

Nous avons poussé, les beaux arbres verts,
Libres au soleil, dans les forêts franches.
Une âpre santé fleurit dans nos branches ;
Nous buvons à même aux cieux grands ouverts
     Le sang de nos veines.

Chantez aux enfants la chanson des chênes !

Lili ha roz gouez (53) : Va gwezenn derv

E-barzh el liorzh, e-kichenik va lojenn
Gwelet hoc’h eus ur wezenn gaer derv ?
En he disheol, va mamm ger, war he barlenn,
He deus desket din komz e yezh va bro ;
Karet a raen klevet a-dreuz he skourroù
Un avel yac’h o voudal d’ar pardaez,
Hag o kanañ, kuzhet e-touez he delioù,
E-pad an deiz, laboused a bep mouezh.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal