Thème : la Fable

Bombard Kerne (16) : Perinaig hag he fodad laezh

war don Petra zo nevez e Kêr-Is 

  I 

Perinaig, – ar plac’h lirzhin, – 
A gerzhe skañv da Werliskin, 
Ur podad laezh sonn, – war he fenn, – 
Diazezet war un dorchenn. 

Lakaet he doa ur c’hoef gwenn-kann, 
Botoù nevez ha loeroù moan, 
He blev rannet, flouret ’giz kaer, 
Evel div lipadenn ounner*.    [pe annoar] 

Bombard Kerne (17) : Bleiz hag an oan (ar)

war don ar Baradoz 

  I 

E gwarez an dommder, 
E red ur wazhig sklêr, 
Oa un oan dianket 
O terriñ e sec’hed. 

Emberr e tegouezhas, 
Dre wall, ivez d’ar wazh, 
Ur bleiz treut ha garv, 
Ar mac’her eus ar vro. 

Ar bleiz oa ur vleizez, 
War yun a zaou zevezh, 
Ur vamm a ranke bronnañ 
Tri vleizig ar frankañ. 

Bombard Kerne (18) : Den hanter-oad hag e ziv vestrez (an)

war an ton ma karoc’h 

  I 

Na c’heller ket bezañ bepred, 
Bezañ bepred ha bezañ bet : 
Hounnezh zo ul lezenn digar 
A bado keit hag an douar. 

  II 

Jakez zo bet, siwazh ! n’eo mui 
Ur paotr frammet a izili, 
Bremañ eo daoubleget e chouk, 
Loued e vlev, kramennet e c’hoûg. 

Bombard Kerne (19) : Razh kêr ha razh kouer

  war un ton anavezet 

  I 

Ur razh, aotroù pinvidik, 
Eus a Gêr-Is, genidik, 
A bedas ur razhig kouer 
Da goaniañ gantañ, er gêr. 

Ar c’houer, goude kalz neuzioù, 
Soublerezh, – skrapadennoù, – 
A yeas d’e heul timat, 
E gortoz ouzh ur pred mat. 

  II 

Souezhet eo, ar paourkaezh, 
Pa zegouezh ’barzh ar palez : 
E c’henoù, frank digoret, 
E zaoulagad dislonket. 

Bombard Kerne (20) : Margod ar big, ar plac’h faeüs

war don : Petra zo nevez e Kêr-Is ? 

  I 

Anaout a rit ? Piv na ra ket 
Margod ar big, a Gêr Biged
Ur gwrac’hig kromm ha barvegez, 
’Vel ma vi-te, Fant skignerez*.    [pe goapaerez] 

Hounnezh zo bet ur bompinenn*,    [pe bompinell] 
Ur plac’h a dan, mistr ha kempenn, 
Lemm a spered, lemm a lagad, 
Ha pennhêrez dreist ar marc’had. 

Bombard Kerne (21) : Daou glasker bara hag ar graoñienn (an)

  I 

Un devezh, – daou valeer, 
– Paotred diskuizh ha seder, 
Dantet evel daou gi red, 
Digor o c’halon abred, 
Etrezek ar gêr dostañ 
A gerzh skañv, en ur ganañ. 

  II 

O daou ’oant mignoned vras, 
Pa weljont, ’rez an hent bras, 
Ur graoñienn c’hwek ha melen, 
O kouezhañ ouzh ar wezenn. 
Setu an daou baotr, diouzhtu, 
A red dezhi d’an daou lamm ru[z]. 

Bombard Kerne (22) : C’hwrac’h kozh hag an div vatezh (ar)

  I 

Ur c’hwrac’h a oa, e Montroulez, – 
Ur c’hwrac’h varvek, – ur gozh kazhez, – 
Hir he dent, – lemm hec’h ivinoù, – 
Trelatet gant diaoul ar skoedoù. 
 
Div vatezh yaouank oa ganti, 
Div blac’hig skañv a izili, 
Nezerezed ar re gaerañ, 
– Kouskerezed eus ar gwashañ. 
 
An hini gozh, n’en doa ken pred, 
Nemet da sevel gwall abred. 
– Kilhog an ti, – orged, – e-leizh, 
– A drompilhe da c’houloù-deiz : 

Bombard Kerne (23) : Miliner, e vab hag an azen (ar)

  I 

Ur miliner – e vab henañ – 
(Daou c’henaoueg ar re washañ) 
A lakaas un deiz en o fenn 
Mont da foar Vre gant o azen. 

’Vit her mirout diskuizh ha sart, 
E stagjont e bevar zroad start, 
’Vel ma welit er marc’hadoù, 
Ar c’higer ouzh eren leueioù. 

Tremenet er stag ur grennenn*,    [pe ur berchenn] 
Krog an daou sod e pep a benn, 
’Vel m’hoc’h eus gwelet a-wechoù 
Er pardon dougen relegoù. 

Bombard Kerne (24) : Daou vignon (an)

  I 

E Breizh-Izel, – p’e lec’h all, – 
– Daou wir vignon oe gwechall. 
– En hevelep kêr savet, 
– O faskoù ’doa graet kevret, 
– Tennet d’ar seurt heñvel deiz, 
– Pep tra oa boutin gante. 

N’ouzon o anv, ma feiz ! 
Unan Yann, – Fañch egile. 
Yann, – un nozvezh, a sav, krenn, 
Ha strafuilhet bras e benn ; 
Redek a ra, diskabell, 
Da di e vignon fidel. 

Bombard Kerne (25) : C’hok-raden hag ar verienenn (ar)

  I 

’Pad an dommder, ar c’hog-raden*  [pe ar grilhig-gwez] 
A gane ’nerzh e gorzailhenn ; 
N’en doa preder nemet bragal, 
Boueta c’hwek, heoliñ ha tumpal*.    [pe c’hoariellat] 

Ken a venne al loenig kaezh, 
E padje ’n hañv ’hed e vuhez, 
E parje an heol benniget, 
Hag e vleunje ar prad bepred. 

Na daolit ket ar maen gantañ, 
An den zo dievezh ’veltañ. 
’Pad m’eo yaouank, yac’h ha laouen, 
Piv ’wel erru ar gozhni yen ? 

Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons (03) : Razh-kêr hag ar razh diwar ar maez (ar)

Livre I, fable IX

Razh-kêr a reas ar bedenn
D’e vreur o chom war ar maez
Da zebriñ gantañ frikadenn
Kilbenniet asambles.

War un tapis soubl ha skedus
Ar friko oe servijet.
Komprenit na pegen joaüs
Oa ar c’houblad mignoned.

Lein a oa fichet e doare,
Na re sallet na re zous.
Endra ebatent en dael-se,
Ur re bennak a reas trouz.

Poésies de François Le May : Glaouer hag an Ankoù (ar)

Truek e klemme ur glaouer
Dindan ur mell bec’h koad pounner,
Ar c’hwezenn ’tiver eus e dal
Ha poan d’hen tennañ e hanal.
« A ! emezañ, pegiz herzel
diouzh kement a zroug, a drevell,
Me mac’het ouzhpenn gant an oad
Ha mibien din un tiad ?...»
Neuze, trec’het gant ar glac’har,
Her stlap e samm war an douar,
En ur c’hervel e an’ Doue
An Ankoù da zont hepdale,
Da zont buan dre drugarez
’Vit lemel gantañ e vuhez.
An Ankoù a zered a-benn
Er soñj mat her rentañ laouen.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix