Thème : l’Émigration

Barzhonegoù a bep seurt (12) : Chomit en ho klud !

Bretoned, chomit en ho klud !
Labourit parkeier ho tud ;
Er maezioù eus pinvidigezh
Hag er c’hêrioù kalz dienez.

Paotrezed, chomit en ho klud !
Chomit e-kichenik ho tud ;
An dañvad dous pell diouzh he mamm
Na zaleo ket da gaout lamm.

Bugale, chomit en ho klud !
Er c’hêrioù ez eus avel yud,
Ha c’hwezh kalet e pep amzer
War gorf hag ene ar skuber.

Chomit er gêr ! (04) : Katellig a deu c’hoant dezhi da vont da Bariz

KATELLIG A DEU C’HOANT DEZHI DA VONT DA BARIZ

Setu penaos e tremene deizioù Katellig Kerheol.

Deuet oa en oad da zimeziñ, hel lavaret am eus, hag an tad a lavare ennañ e-unan : « Emaon o vont war an oad ; dizale marteze e teuy ar c’hleñved pe poanioù an izili skuizh gant al labour. A drugarez Doue emañ Katellig aze hag a gavo ur paotr diouzh he doare da labourat va douaroù pa n’hellin mui hen ober !… »

Doue ha ma bro (10) : Kenavo da’m bro

  Naoned, 28 a viz Eost 1840

  Allaz ! Mont a ran pell !
Kenavo dit, ma bro !
Kenavo, douar santel !
Kenavo, kenavo  (bis)

  Kenavo, ma mamm vat,
’Vit ho mab pedit Doue !
Kenavo, ma c’hozh tad,
’Vidon pedit ivez !  (bis)

  Kenavo, ma breudeur,
Ha te, ma c’hoar Terez !
’Vit ho preur ur bater
E chapel ar Werc’hez.  (bis)

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (34) : Chomomp e Breizh

    ERWAN, den kozh ha fur, a gomz

Ha na vefemp-ni ken Breizhiz pennoù kalet ?
Ha na verv ken ennomp gwad ar wir Vretoned ?
E-pad meur a gantved Breizh a zo Breizh chomet,
Ha setu hi raktal, d’he zro disheñvelet !

Saoz na Gall na zeujont a-benn d’hec’h hualiñ
Na da reiñ giz nevez na lezennoù dezhi,
Keit all ’vit he difenn hor gwad en deus ruilhet,
Hag, hep emgann ebet, ni ’vo hirie trec’het !

Lili ha roz gouez (25) : Beorien er c’hêrioù (ar)

Koumoul loued ha pounner a zo, leun an Neñvoù,
Eus an holl diez e kêr ez eo gwenn an doennoù,
An amzer a zo yen, hag a-dammoù ledan
An erc’h, gant an avel, a nij evel gwenan.
E-barzh en ur vantell, spilhennet dreist ar penn,
An neb en un tavarn a gar chom a-ziaskren,
Ne ya ket en noz-mañ da redet ar ruioù,
Ha mont a ra d’e gambr, prim-meurbet e pazioù.
Met e-pad ma kouezh puilh an erc’h, hep ehanañ,
E-kreiz ur pondalez, en ur huanadañ,
Ez eus ur paourkaezh kozh, hep tan hag hep gouloù ;

Lili ha roz gouez (45) : Prizoniet

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même 

Lili ha roz gouez (47) : D’ar pardaez-noz

Pa vez kuzhet an heol a-dreñv d’an torgennoù
Me ’gar mont da bourmen, sioul, a-dreuz hor maezioù.

Klevet ’ran er gwaremm kanaouenn ar grilhed
Da behini, kerkent, ’respontont ar raned.

Un avel fresk a voud a-dreuz ar gwez derv,
Trouz an dourigoù-red a deu din en heklev.

Ar steredenn en Neñv a zo skedus ha koant,
Al loar a skuilh er stêr he sklêrijenn arc’hant.

Lili ha roz gouez (52) : Arabat en em faziañ

Eürus ’int kêriz : gwenn o dorn, flamm o fenn !
Gwisket gant dilhad du, ken kaer ha bourc’hisien,
Labourerien ar porzh, labourerien war gaer
Pa’z eont en tu bennak, da sul, a zo dispar,
Heñvel ouzh aotrounez ; rak hervez o doare
E lavarfec’h o deus ur c’hastell a leve.
Mat, tostait un nebeud, sellit pell ha gwelloc’h :
En taol lagad kentañ, me ’gav din, e weloc’h
E kuzh fall an dilhad ar pezh a zo dindan,
Rak pa vez ul liv flamm alies e vez kof moan,
Ur yec’hed reuzeudik a ra de|oc’h soñjal

Mouezhioù an Abardaez-Noz (29) : Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras

Pell du-hont en dremmwel, ’drek menezioù va bro,
An heol a za da guzh, echu gantañ e dro :
Prestik ivez, siwazh ! me ’vo graet va hini ;
Va spered, pa soñjan, zo leun a velkoni !

Pa soñjan em buhez gwentet dre bep avel,
En dispriz am eus graet war skouerioù va c’havell,
Pa soñjan em amzer na deuy ken war he c’hiz,
Ha pegen koant e oa deizioù va yaouankiz !

Poésies de François Le May : Breizhad (ar)

En dilost-hañv e ve gwelet
En em zastum ar gwilmiked*,    [pe ar gwennili]
Hag o vont e meur a vandenn
Pell a Vreizh d’ar broioù estren ;
Dre-holl ’lec’h ma sked an heol tomm
I ’ra o neizh hag a gar chom :
D’ar Breizhad ne blij bro ebet
Nemet e Vreizh-izel karet.

Poésies de François Le May : Pell eus Breizh-Izel

    D’an aotroù Born, person Gwiskriv
    Ton : Evit bevañ gant levenez

Pell eus a Vreizh, ma bro garet,
Setu me pell amzer dalc’het ;
Bevañ ’ran e-mesk tud estren
Hep joa na darempred gant den :
O ! pet gwech endeo ma selloù
A sav gant hiraezh d’an neñvoù !
Rak er bed-mañ an divroet
Allaz ! ’ve e-unan bepred.

Truilhennig ha Gargarenez

Pont e Kroaz a oa d’an amzer-se brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj kozh ha d’e varc’hadoù darempredet bep yaou gant ar C’haperien. Hiziv, siwazh d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zered nebeutoc’h d’ar marc’hadoù, rak ar skolaj kozh a zo serret.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix